Pedrog

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Banniel Devon, anvet ivez Kroaz Sant Petroc"

Pereg, pe Pedrog (hervez e anv kembraek a vremañ), pe Petrog (hervez ar stumm kerneveurek, ha Petrock er stumm saoznekaet), a zo ur manac'h ha sant kembreat eus ar Vvet pe VIvet kantved hag a eas da avieliñ Domnonea gozh. Unan eus sent veur Kernev-Veur eo, ha paeron banniel Devon, a zo anvet Banniel Sant Petroc‎). Anavezet eo ivez evel Perreux e Breizh-Uhel. Dont a ra e anv eus an anv latin Petrus, a oa hini an abostol. Lidet e vez d'ar 4 a viz Mezheven.

Ganet e oa e Kembre, ha kelennet e voe en Iwerzhon. Sant Kevin a voe diskibl dezhañ eno a-hervez. Goude e teuas da Zomnonea. Diazezañ a reas manati Padstow, ma voe o chom pell amzer, ha hini Bodmin ma varvas e 564 ha ma vez enoret.

Priñs kembreat[kemmañ]

Hervez ur vojenn a Gembre e oa mab yaouankañ ur priñs eus Morgannwg, eus an tiegezh Glywys Cernyw eus rouantelezh vrezhon Glywysing. Roet en dije e anv da gêriadenn Llanbedrog, e ledenez Llŷn, en hanternoz Kembre, ha da St Petrox e Sir Benfro.


E Breizh[kemmañ]

Diwar e anv e teu anv parrezioù Lopereg ha Sant-Pereg.

Lennadurezh[kemmañ]

  • Bowen, E.G. (1977). Saints, seaways and settlements. University of Wales Press
  • Carter, Eileen. (2001). In the Shadow of St Piran
  • Doble, G. H. (1965). The Saints of Cornwall. Dean & Chapter of Truro.
  • Orme, N. (1991) Unity and Variety: A History of the Church in Devon and Cornwall ISBN 0859893553
  • Orme, N. (1992) Nicholas Roscarrock's Lives of the Saints ISBN 0901853356
  • Orme, N. (1996) English Church Dedications: With a Survey of Cornwall and Devon, Gwasg Prifysgol Exeter ISBN 0859895165
  • Orme, N. (2000) The Saints of Cornwall, Gwasg Prifysgol Rhydychen ISBN 0198207654

Liammoù[kemmañ]