Glywysing

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask


Glywysing
Rouantelezh Glywysing
480 – 950
Location of Glywysing
Kêr-benn Not specified
Yezh(où) Kembraeg
Gouarnamant Monarkiezh
Istor
 - Krouet 480
 - staget ouzh Morganwg 950


Glywysing a oa ur rouantelezh vrezhon e kreisteiz Kembre er Grennamzer, hag er c'hornôg da Rouantelezh Gwent. Enderc'hel a rae e dachenn kêr a-vremañ Kerdiz. Tennañ a ra e anv eus ar roue Glywys a renas war-dro 480 met marteze e oa bet krouet abretoc'h gant un darn eus ar Silured.

Dizalc'h e chomas ar rouantelezh betek 560. Staget e voe ouzh Gwent neuze, goude marv ar roue diwezhañ Cadwg Ddoeth ha n'en doa hêr ebet. Adkrouet e voe e 755 evit mab roue Gwent Rhys ap Ithel hag e 850 evit Rhys ap Arthfael. E ziskennidi a renas war ar rouantelezh, unvanet gwechoù 'zo gant Gwent betek 950. Unvaniñ a reas neuze Morgan Hen Fawr an div rouantelezh hen ur vro anvet Morgannwg.

Teir isrouantelezh a oa e-barzh Glywysing : Gwynllwg, Penychen ha Gorfynedd.


Listenn rouaned Glywysing[kemmañ]