Ouragan bras 1780

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ouragan bras 1780
colspan="2" style="background: #Patrom:Liv korventenn;"| Kelc'hwidenn drovanel


[[Skeudenn:{{{lec'h skeudenn}}}|240px|center|{{{anv skeudenn}}}]]
{{{anv skeudenn}}}
Stummet 10 Here, 1780 ?
Steuziet 19 Here, 1780 ?
Avelioù kreñvañ Dianav
Gwask izelañ Dianav
Freuz Dianav
Hollad a re varv 22 000 war-eeun
(Marvusañ ouragan er meurvor atlantel biskoazh)
Takadoù gwastet Antilhez Vihan, Florida, Georgia
(moarvat takadoù all, re nebeut a ditouroù)
Darn eus
koulzad ouraganoù 1780

Patrom:Qif

Sellet e vez ouzh Ouragan bras 1780 evel ouzh ar gelc'hwidenn drovanel marvusañ bet biskoazh er Meurvor Atlantel. E-tro 22 000 a dud a gavas o marv pa voe freuzet-lip Martinik, Sint Eustatius ha Barbados etre an 10 hag ar 16 Here [1]. Miliadoù a dud a varvas war vor ivez.

Ar gorventenn[kemmañ]

Skoet e voe ar mor Karib e-kreiz an Dispac'h amerikan. Ker e voe ar priz paeet gant lestrazoù Breizh-Veur ha Frañs a oa o keveziñ o-daou a-benn chom mestr war an takad. Strewet ha gwallgaset gant ar gorventenn e voe lestraz an amiral breizhveuriat George Rodney, a oa o treizhañ etre New York hag an Antilhez. En em gavet e Barbados e kavas an amiral e oa bet graet peñse gant eizh diwar an daouzek lestr-brezel en doa laosket war e lec'h hag e oa marvet an darn vrasañ eus ar vartoloded e bourzh.

Ouraganoù marvusañ ar Meurvor Atlantel
Renk Ouragan Bloavezh Tud varv
1 "Ouragan bras" 1780 22 000
2 Mitch 1998 9000 – 18 000
3 "Galveston" 1900 8000 – 12 000
4 Fifi 1974 8000 – 10 000
5 "Republik Dominikan" 1930 2000 – 8000
Pennad pennañ : Roll an ouraganoù marvusañ er Meurvor Atlantel

An ergerzher kaset di da c'houde evit priziañ ar reuz a gavas e oa chomet daou zevezh-pad ar gorventen war al lec'h. Ken bras e oa ar reuz ken ma kavas d'an ergerzher, e gaou, e oa bet ur c'hrenn-douar war un dro gant ar gorventenn. Peuzskubet e oa bet an enezenn. Dousennadoù a vigi pesketa a vankas distreiñ. Kement familh war an enez, koulz lavaret, a gollas unan kar e-pad ar gorventenn.

Korventennoù 1780[kemmañ]

Dibar eo bet koulzad ouraganoù 1780 pa c'hoarvezas tri ouragan a voe pennkaoz da marv 1000 den pep hini anezho da nebeutañ. An tri anezho e-kerzh miz Here. [2]

1780 a voe ur bloavezh rekord evit an Tarchoù heol, abaoe kantvedoù. E-pad kelc'hiad dreistuc'hek an heol e-tro 1775-1785 e c'hoarvezas un niver uhel ha divoas a gorventennoù - 3 war an dek vrasañ, 6 war ar 25 ouragan marvusañ renablet er pevar c'hantved a-raok. [3]. Goude-se, ne vo ket adkavet un niver ken bras a darchoù produet gant an heol a-raok begoù kelc'hiadoù 1958, ha 200-2002, al live hollek uhelañ gant an obererezh heolel en ur ober kantadoù a vloavezhioù. [4].

E-touez ar c'horventennoù marvus-tre all er meurvor atlantel emañ an Ouragan Mitch hag Ouragan Galveston 1900; A-benn keñveriañ, e voe lazhet nebeutoc'h eget 2000 a dud gant an Ouragan Katrina.

Gwelet ivez[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]