Oneiroi

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

An Oneiroi a oa tri breur, mibien Hypnos, doue ar C'housk, e mojennoù Hellaz kozh. Doueed an hunvreoù e oant.

An tri breur[kemmañ]

  • Ar galloudusañ anezho e oa Morfeüs. Hennezh an hini a roe e stumm d'an hunvre, hag a aoze tresoù an dud en hunvreoù.
  • A-hend-all e oa Fobitor (anavezet ivez evel Icelus), a rae war-dro al loened, ha Fantasos a rae war-dro an traoù difiñv.


Anv zo anezho en Odysseia, e Teogonia Hesiodos, e Metamorfozoù Ovidius. Hervez Euripides eo Gaia e oa o mamm.