Oblast Emren Yuzev

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Еврейская автономная область
ייִדישע אױטאָנאָמע געגנט

Banniel OE Juzevek Skoed-ardamez OE Juzevek
Banniel OE Juzevek Skoed-ardamez OE Juzevek
RussiaJewish2007-01.png
Yezh ofisiel Hini ebet. Implijet e veze ruseg ha yidicheg
Kêr-benn Birobidjan
Gorread
-En holl
-% dour

36.000 km²
-
Poblañs
-Hollad
-Stankter ar boblañs

190.915 (2002)
5,3/km²
Kadoriad ar gouarnamant Nikolay Mikhaylovich Volkov
Moneiz Roubl

An Oblast Emren Yuzev (ruseg: Евре́йская автоно́мная о́бласть, Yevreyskaya avtonomnaya oblast; yidicheg: ייִדישע אױטאָנאָמע געגנט, Yidishe Oytonome Gegnt), zo un Oblast Emren e reter Republik Kevreadel Rusia, stok ouzh harzoù Sina.

Birobidjan eo sêz melestradurel an oblast-mañ.

Daoust d'e anv ec'h eo bihan-tre an niver a Yuzevion a zo o vevañ eno, war-dro 1,2% hepken, ha Rused hag Ukrainiz eo a ya d'ober an darn vrasañ eus ar boblañs.

Krouet e oa bet er penn-kentañ dindan an anv Takad Broadel Yuzev e 1928 pa oa bet laket e pleustr politikerezh Stalin diwar-benn broadoù an Unaniezh Soviedel, a oa reiñ un takad da bep broad e framm ar stad sokialour.

Fellout a rae d'an Unaniezh Soviedel sevel un takad ma c'hellfe diorren ar sevenadur yuzevek hep mont war hent ar sionegezh hag implijet e veze ar yidicheg evel yezh sevenadurel an takad-se.

Er bloavezhioù 1930 e oa bet treuzfurmet an Takad Broadel Yuzev en Oblast Emren ha pouezet e veze war ar Yuzevion a lec'h all dezhe da vont di d'en em staliañ ha seul vuioc'h a Yuzevion hag a Yuzevezed en em stalias en OE Yuzev, seul greñvoc'h e teuas ar sevenadur yuzevek da vezañ, gant ur gelaouenn e yidicheg Der Birobidzhaner Shtern (Биробиджанер Штерн / ביראָבידזשאנער שטערן, "Steredenn Birobidjan"), hag ur strollad c'hoariva hag anvet e veze ar straedoù gant anvioù skrivagnerion e yidicheg brudet evel Sholom Aleichem ha Y. L. Peretz.

Met kregiñ a rae ar red pobladur-se da vont da hesk e-kreiz ar bloavezhioù 1940 ha da-heul an Eil Brezel Bed e chomjod a-sav gant ar politikerezh kas muioc'h-mui a Yuzevion da vont di da vevañ, daoust ha ma'ch eas war uhelaat, betek un drederenn eus ar boblañs, an niver a Yuzevion bet o klask repu en Oblast-se nebeudik goude diwezh ar Brezel.

Klasket e oa bet lakaat diwezh d'ar sevenadur yuzevek a tiwanas eno, dreist-holl ur wezh ma oa bet savet da vat ar Stad sionour, kavailh ar vedisined hag ar politikerezh naetaat diabarzh bet kaset da benn gant Stalin nebeut a-raok mont da anaon.

Ur wezh aet an URSS da get, hag ur wezh staliet ur politikerezh divroañ kalz aezetoc'h, ec'h eas kuit ac'halese an darn vrasañ eus ar boblañs yuzev evit en em staliañ en Alamagn pe c'hoazh e Stad Israel.

E 1991 e oa bet lakaet an Oblast Emren Yuzev dindan beli Krai C'habarovsk e Republik Kevreadel Rusia met aet e oa kuit an darn vrasañ eus ar Yuzevion, ha menel a ra nebeutoc'h evit 2% eus ar boblañs.


Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Oblastoù Emren an Unaniezh Soviedel
State Coat of Arms of the USSR (1958-1991 version) transparent background.png OE AdigeyaOE Tchetchenia (1922-1936) • OE Tchetchenia-Ingouchetia (1944-1957) • OE Tcherkesia (1928-1957) • OE Tchouvachia (1920-1925) •
OE Gorno-AltaiOE Gorno-Badac'hchanOE Ingouchia (1924-1936) • OE JuzevekOE Kabardin-Balkar (1921-1936) •
OE Kalmoukia (1920-1935) • OE Kara-Kirgizia (1924-1926) • OE Karatchay (1926-1936) • OE Karatchay-Tcherkesia (1922-1926, 1957-1991) •
OE Karakalpak (1925-1932) • OE C'hakasiyaOE Komi-Zirya (1922-1929) • Ouyezd Kurdistan (1923-1929) • OE Mari (1920-1936) •
OE Moldavia (1924) • OE Nagorno-Karabac'hOE Osetia an Norzh (1924-1936) • OE Osetia ar SuOE Touva (1944-1961) • OE Oudmourtia (1920-1934)

Takadoù Emren Polonek: TEP Dzierzynszczyzna (1932-1935) • TEP Marchlewszczyzna (1926-1935)