Bouryatia

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Republik Bouryatia
Буряад Республика

Республика Бурятия
Banniel Bouryatia Skoed Bouryatia
Banniel Bouryatia Skoed Bouryatia
RussiaBuryat.png
Yezhoù ofisiel Rusianeg, Bouryateg
Kêr-benn Ulan-Ude
Prezidant Leonid Potapov
Gorread
 – En holl
 –

 351.300Km2
Poblañs
 – Hollad (2002)
 – Stankder ar boblañs

 981.238
 2.8/km²;
Buryatia02.png

Republik Bouryatia (bouryateg: Буряад Республика; rusianeg Республика Бурятия) a zo anezhi ur republik e Kevread Rusia war glannoù al Lenn Baykal. Bevennoù etrebroadel he deus ar Republik gant Mongolia. Kavet e vez ouzhpenn 80% eus ar vro dindan venezioù.

Aour, tungsten, zink, uraniom, h.a., a vez kavet e kondon Bouryatia. A-bouez-bras evit armerzh ar vro eo al labour-douar ivez pa vez gounezet gwinizh ha legumaj dreist-holl. A-hend-all e vez gounezet arc'hant dre chaseal ha pesketa.

Bez' ez eus tud eus 100 broad ha gouenn disheñvel o vevañ e Bouryatia, en o zouez Rusianed (69,9%), Bouryated (24%), Ukrainaned (2,2%), Tatared (1%), ha Belarused (0,5%).

Bouddhisted tibetek (lamaourion), chamanourion pe kristenion ortodoks eo an darn vrasañ eus ar Vouryated.


Liammoù diavaez:[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.