Nis (Leòdhas)

Eus Wikipedia
Ur pennad Nis zo ivez.
Nis gwelet eus an oabl
E penn hanternosañ Enez Leòdhas emañ Nis.

Nis eo anv rann hanternoz Enez Leòdhas en Inizi Gall e Bro-Skos. 16 kêriadenn zo enni, en o zouez: Lional, Siabost, Barabhas, Bràgar bho Dheas, Baile an Truiseil, Gabhsunn, Borbh, Cros, Sgiogartaidh, Eoradail, Eòropaidh. Er beg anezhi emañ Rubha Robhanais.

Poblañs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 2001 e oa 962 a dud o chom enni. E 1830 e oant ouzhpenn 3 000.

Yezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gouezeleg a vez komzet gant 76.40% eus an dud (2001).

Eskemmoù sevenadurel zo etre Nis ha Conamara en Iwerzhon.

Bag[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Nis ez eus ur vag-dre-lien anvet Sgoth, pe Sgoth Niseach. Betek kreiz an XXvet kantved e oant bagoù-pesketa an dud[1]. Chom a ra lod, perc'hennet gant ar gevredigezh Falmadair[2].

Ar Sgoth Niseach


Ekonomiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War nebeutaat ez a implij an taouarc'h da dommañ an tier.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Kevredigezh istorel Nis
  2. Falmadair