Rubha Robhanais
Eus Wikipedia
Rubha Robhanais, pe (The) Butt of Lewis e saozneg, a zo beg hanternosañ Enez Leòdhas, tost da Nis, en Inizi Gall e Bro-Skos.
Un tour-tan kozh zo, bet savet er bloavezhioù 1860 gant an ijinour David Stevenson.
Un toull bras zo en tornaod er c'hornôg d'an tour-tan anvet Sùil an Rubha, a weler eus machair Habost.