Nikolaz Mira

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Meurastumm.png Sant Nikolaz a zegas amañ. Evit sterioù all Sant-Nikolaz, gwelet Sant-Nikolaz (disheñvelout).
Nikolaz Mira

Sant Nikolaz, anavezet evel sant Nikolaz Mira pe sant Nikolaz Bari, a oa ganet e Patara, en Likia, en 270, ha marvet en 345 a oa eskob Mira en Azia vihanan. Ur sant poblus eo, ha diwarnañ eo bet krouet an Tad Nedeleg.

Etre istor ha mojenn[kemmañ]

Kempredad Sened-Meur kentan Nikaia e voe. Hervez an hengoun e saveteas o buhez da dri ofiser roman bet kondaonet e gaou d'ar marv gant an impalaer. Argouroù en deus roet ivez da veur a blac'h yaouank paour, a vije bet tonket d'an dizenor hep e skoazell. Ar burzhudour bras-mañ a vez kehelet a-unan gant an ilizoù reizhkredennek ha katolik. En XIvet kantved eo e kreskas e vrud er C'hornôg, gant treuzdougenadur e relegoù da gêr Bari, e kreisteiz Italia.

Sant paeron[kemmañ]

Sant paeron Loren ha Rusia eo, hag ivez hini Freiburg (Suis) hag ar skolidi.