Tad Nedeleg
An Tad Nedeleg, pe Paotr (kozh) an Nedeleg[1] pe Tad-kozh (an) Nedeleg[2], eo an den, gwenn e varv ha ruz e vantell, a zegas profoù d'ar vugale da noz Nedeleg, hervez ur vojenn savet en XIXvet kantved en Amerika, diwar istor sant Nikolaz, ha degouezhet e Bro-C'hall hag en XXvet kantved hag e Breizh war-lerc'h an eil brezel bed.
Klotañ a ra e zonedigezh da Vreizh gant deroù diskar ar sevenadur kristen. Hervez an hengoun kristen e Breizh (disheñvelik e broioù all, evel Alamagn pe Spagn, a-wechoù) eo ar Mabig Jezuz a zegase profoù ar vugale d'ar familhoù kristen betek dibenn ar bloavezhioù 1950.
Taolenn |
E boltred [kemmañ]
Kozh ha kofek eo an Tad Nedeleg, gant e varv gwenn hag e zilhad tomm dindan e vantell ruz.
Kemm a ra an den a vro da vro, rak ne vez ket heñvel an amzer e Kanada hag en Aostralia d'ar 25 a viz Kerzu. Gant korriganed e vez skoazellet da gargañ e stlejell a zo sachet gant kirvi-erc'h, pe ur plankenn-mor en Aostralia. Dre ar siminal (pa vez unan) e teu en tier da lakaat ar profoù e botez ar vugale dirak an oaled pe en-dro d'ar wezenn-sapr. E Bro-Saoz ha SUA e vez lakaet ul loer ouzh barlenn ar siminal pe dindan gwezenn Nedeleg. En Enez ar Skorn e lak un tamm prof e botez ar vugale lakaet war varlenn ar prenestr adalek penn kentañ miz Kerzu.
Istor [kemmañ]
Kentañ keloù eus an den a voe e SUA en XIXvet kantved eta. Dont a ra an anv Tad Nedeleg eus an anv gallek Père Noël. Father Christmas a lavarer e saozneg bremañ. Koulskoude e oa Santa Claus e anv da gentañ. Dont a ra an anv-se eus ar Sinter Klaas nederlandek, a ra dave d'ar sant Nikolaz.
Levezonet eo skeudenn ar paotr Nikolaz gant mojennoù all a bep seurt ivez :
- hini Nisse (pe Julenisse) ur c'horrigan eus broioù Lec'hlenn, a zegas profoù d'ar gouel a zo e-kreiz ar goañv, ar Midtvintersblot, ur paotr barvek, gant e voned, hag e zilhad feur ivez;
- hini un doue kelt Gargan, a vije bet diazez Gargantua ar skrivagner Rabelais,
- hini an doue viking Odin, a ziskenne war an douar da zegas profoù d'ar vugale.
Mojenn Sant Nikolaz [kemmañ]
Bevañ a rae Nikolaz e kreisteiz Turki e-kichen Antalya er IVvet kantved. Anaout a reas an heskinadeg diwezhañ ha Sened Meur Nikea, a-bouez en istor ar gristeniezh. Hervez ur vojenn en devije saveteet tri bugel.
En XIvet kantved e voe laeret e relegoù gant marc'hadourien italian, met dilezel a rejont un tamm eus e glopenn hag e garvan. Ar peurrest a zegouezhas e Bari, ma vije c'hoarvezet burzhudoù.
Adalek an XIIvet kantved e weler ar père Fouettard o kemer perzh er vojenn, hag o kastizañ ar vugale disent. Pa zegouezho Santa Claus ne vo ket anv anezhañ ken.
E 1860, er sizhunieg Harper's Illustrated Weekly en Evrog Nevez, e weler Santa Claus en ur gwiskamant gant feur gwenn hag ur gouriz lêr. E-pad tost da 30 vloaz e vo skeudennet ar boulom gant Thomas Nast, skeudennaouer ar gelaouenn, hag embannet kantadoù a dresadennoù diwar-benn kement tra a denn da vojenn Santa Claus. Eñ an hini a roas dezhañ e berzhioù brudetañ: e gof, e gorn-butun evel un Izelvroad eus an amzer, gwiskamant feur. Nast ivez eo an hini a laka an den, en un dresadenn eus 1885, da chom er pol Norzh. Adkemeret e voe ar mennozh er bloaz goude gant ar skrivagner George P. Webster.
An Tad Nedeleg ha Coca-Cola [kemmañ]
Krouet e vije bet an Tad Nedeleg, hervez ar vrud, gant ar gompagnunezh Coca-Cola en 1931. Kement-se n'eo nemet ur vojenn e-giz kêr[3].
A bep seurt [kemmañ]
- Pelec'h emañ an Tad Nedeleg o chom?
- Hervez tud Norge eo e Droeback, 50 km er c'hreisteiz da Oslo.
- Da dud Sveden eo e Gesunda, er gwalarn da Stockholm.
- Da vugale Denmark n'eus arvar ebet: e Greunland.
- E SUA e kreder emañ er Pol Norzh.
- Foeltr forzh ne ra tud Finland: en 1927 o deus divizet e ranke magañ e girvi-erc'h. Neuze eo bet lakaet e annez e Laponia, e bro Korvatunturi da gentañ. Goude-se, peogwir e oa un tamm distro an tolead, en doa ranket dilojañ da vont da Rovaniemi.
- E Siberia e fell d'an dud kaout o hini, met sur a-walc'h peogwir ne reont ket mat ar c'hemm gant Ded Moroz, kenderv serb ha rus an Tad Nedeleg, goueliet d'ar 7 Genver gant e verc'h Sniegurotchka.
- E Kanada e vez kontet emañ du-hont en Hanternoz, e Tiriadoù ar Gwalarn.
- Enez Christmas, e Kiribati, er Meurvor Habask, a lavar bezañ annezlec'h an Tad Nedeleg, met tud zo a gred n'eo nemet e hañvlec'h.
- E Turki ec'h embanner eo er vro-se emañ relegoù ar sant Nikolaz, e tolead Antalya.
Kirvi-erc'h [kemmañ]
Eizh karv-erc'h n'en doa ken an Tad Nedeleg e deroù an XXvet kantved. E 1939 e voe krouet un navvet dezhañ gant ar barzh Robert L. May en ur gontadenn Nedeleg ma ranke an den kaezh stourm ouzh ar gwallamzer ha ma oa o vont da vezañ diwezhat en e labour, panevet Rudolph, ar c'harv-erc'h ruz e fri, a sklerijenne an hent e-kreiz ar gorventenn.
Gwelout [kemmañ]
Notennoù [kemmañ]
- ↑ Geriadur Brezhoneg an Here, 2001, p.958b.
- ↑ Geriadur Brezhoneg an Here, 2001, p.958b.
- ↑ (fr) http://tatoufaux.com/spip.php?article330, (en) http://www.snopes.com/cokelore/santa.asp