Moualc'h zu
Eus Wikipedia
(Adkaset eus Moualc'h du)
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Aves | ||||
| Urzhiad : | Passeriformes | ||||
| Kerentiad : | Muscicapidae | ||||
| Genad : | Turdus | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Turdus merula Linnaeus, 1758 |
|||||
|
|||||
Ar voualc'h zu, pe moualc'h du (liester mouilc'hi du) a zo un evn krennik. Du eo ar par, dezhañ ur beg melen, ha rous ar barez.
Taolenn |
[kemmañ] Doareoù pennañ
Ar voualc'h zu a vuzuilh war-dro 25 cm led. Disheñvel eo ar par diouzh ar barez : ar par a zo du, gant ur beg hag ur gantenn velen en-dro d'e zaoulagad. Ar barez hag ar re vihan a zo rous-teñval. Neizhiañ a ra etre miz Meurzh ha miz Gouere en un neizh savet gant ar barez gant fank, foenn ha pluñv degaset gant ar par. Dozviñ a ra 4 pe 5 vi.
[kemmañ] Boued
Debriñ a ra ar voualc'h frouezh ha hugennoù, met ivez ed, had, amprevaned, kevnid, ha buzhug.
[kemmañ] Annez
Bevañ a ra e brouskoadoù, liorzhoù, strouezh, ha girzhier.
[kemmañ] Rummatadur
Diouzh an evnoniourien e vez renket ar voualc'h zu er c'herentiad Muscicapidae pe Turdidae.
[kemmañ] Sell ivez
[kemmañ] Skeudennoù