Moby

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Moby e-pad un abadenn

Moby a zo ganet an 11 a viz Gwengolo 1965 e Stadoù Unanet Amerika. Richard Melville Hall a zo e anv gwir. Soner, sonaozour ha kaner eo. Gouzout a ra c'hoari gant meur a benveg sonerezh: gitar, piano, gitar-boud... Ne implij sample ebet evit krouiñ e sonerezh hervezhañ. A drugarez d'ar sonerezh elektronek e c'hell meskañ an tekno, ar blues pe c'hoazh ar rock.

Goude bezañ bet eizh gwech e top 40 ar singlioù e-pad ar vloavezhioù 90, e grog Moby da vezañ brudet mat gant ar bladenn Play, deuet er maez e 1999, hag en deus bet ur berzh bras diouzhtu er bed a-bez. A-raok bezañ brudet e brodue e sonerezh o implijout lezanvioù evel: Voodoo Child, Barracuda, UHF, The Brotherwood, DJ Cake, Lopez, Schaumgummi, Brainstorm ha Mindstorm pe c'hoazh The Pork Guys. Kenderc'hel a ra da enrollañ kanaouennoù hiziv an deiz c'hoazh.

E vuhez[kemmañ]

Bugaleaj[kemmañ]

Richard Melville Hall a zo ganet e karter Harlem e New York. Mab James Hall, kelenner war ar c’himiezh, hag Elizabeth McBride Warner, sekretourez, eo. E mamm eo hag a ro al lezanv « Moby » dezhañ en enor d’e eontr kozh kuñv Herman Melville, bet skrivet gantañ Moby Dick. Goude e c’hanedigezh e vevas Moby en ur ranndi e New York gant e gerent hag gant ur c’hi anvet Jamie. Mervel a reas e dad p’en doa daou bloaz en ur gwallzarvoud.

E 1969, goude bezañ bevet ur prantadig e San Francisco e-pad hañvezh hippie ar garantez, e tiloj Richard hag e vamm e ti e dud kozh, Myron Warner ha Jeanette McBride Warner, en un ti e Darien (Connecticut). E 1973, e zeas Moby er Royle Grammar School hag e kejas aze gant Robert Downey Jr. e vignon brasañ d’ar mare-se, hiziv aktour. Div vloavezh goude, e 1975, e krogas Richard Hall da c’hoari gitar, dek vloaz eo. E 1979 e krouas e strollad kentañ, ne ouezont c’hoari nemet « Money » eus ar Pink Floyd ha « Birthday » eus ar Beatles.

War-zu al leurenn tekno[kemmañ]

Ar c’hoant dezhañ cheñch doare sonerezh, e krouas Moby e strollad punk kentañ, anvet Vatican Commandos, e 1980. Gant ar strollad-se e enrollas un EP anvet Hit Squad for God. E 1983 e tizoloas sonerezh a bep seurt hag e resevas digant e vamm un enroller 4 pist. Staliañ a reas anezhañ e-barzh ar c’hav. Ar memes bloavezh e zeas e-barzh skol-veur ar C’h/Connecticut, met ne chomas ket enno nemet un nebeut sizhunvezhioù.

E 1984 en em staliañ a reas evel DJ er Beat, e Port Chester e Stad New York. Ur pranad poanius a grogas aze evitañ : e 1986, e tiloj Moby eus Darien da Greenwich, Connecticut en ur squattañ da gentañ un hangar, hag e Stamford da c’houde, Connecticut, en un uzin hanter dilezet hep dour-red. DJ eo deuet da vezañ er MARS e New York goude-se. E 1989 eo dedennet ul label nevez krouet, Instinct Records e anv, gant sonerezh Moby. En em staliañ a reas Moby en ur ranndi teñval ha lous e New York e kroazhent ar 14vet straed hag an 3de bali. Ar memes bloavez en do ur berzh bihan gant ar strollad Ultra Vivid Scene, deuet eo er-maez o fladenn dindan al label 4AD.

Moby

Ar star elektro[kemmañ]

Moulañ a reas e bladenn kentañ, Time's Up gant an anv The Brotherhood e 1990 ha padal n’eo nemet war al leurenn e teu tamm-ha-tamm da vezañ brudet. E 1991 e teu er-maez ar pevare single, anvet Go, un himn tekno enno linenn diazez ar sample implijet e tem heuliadenn David Lynch hag a dremene er skinwell, Twin Peaks e anv. Berzh en do ar single-se : gwerzhet eo bet muioc’h eget ur milion a skouerenn. En UK top ten e vo e 1991 ha tremen a raio e Top of the Pops. Dont a reas er-maez e bladenn gentañ d’ar memes mare anvet The Story So Far (aka Moby).

E 1991 atav, e remikso Moby Chorus, un tub eus ar strollad saoz Erasure. Ar remiks-se a zo war embannadur (termenet niver ar bladennoù embannet) eus ar CD-single savet gant Erasure anvet Am I right?. Sevel a raio Moby singleioù elektro all dindan an anv Moby pe dindan anvioù evel Voodoo Child, Barracuda, UHF, DJ Cake, Lopez ha Brainstorm/Mindstorm. E album Ambient aet er-maez e 1993 a chom divrud. Ar memes bloavezh e raio un troiad sonadegoù gant The Prodigy, Orbital, hag Aphex Twin.

Ar bladenn da heul, an hini gentañ gant Elektra Records a zo anvet Everything Is Wrong. Aet er maez e 1995, n’en do ket kalz a berzh daoust d’ur c’hritik mat a-walc’h. Kenderc’hel a reas Moby da labourat war an album Everything Is Wrong - Mixed and Remixed, aet er maez e 1996. Un nebeut amzer goude e di enrollañ orin, Instinct, a lakao er maez ur B-sides album anvet Rare: The Collected B-Sides 1989-1993. Ur ganaouenn eus ar bladenn-se, Thousand, en deus bet ar rekord eus ar ganouenn o vont ar buanañ e-touez ar re selaouet betekhen.

Ar bladenn anvet Animal Rights a zo aet er maez e 1996 ivez. Ober a reas un troiad sonadegoù e Europa gant ar Red Hot Chili Peppers ar memes bloavezh. Dont a ra er maez ar single disputet That's when I reach for my revolver e-pad ar prantad-se. An distro d‘ar punk rock a lako faned ‘zo da vezañ dipitet : gortoz a raent ur bladenn gant sonerezh dousoc’h. Distreiñ a reas Moby d’an elektro gant I Like to Score e 1997, ur gompiladenn eus oberennoù gant reoù ‘zo bet kemeret evit ober sonerezh filmoù, evel God Moving Over the Face of the Waters, hag a zo e senenn diwezhañ ar film Heat savet gant Michael Mann, pe c’hoazh evit un tem eus James Bond e-barzh Tomorrow Never Dies. Mervel a reas e vamm un nebeut amzer goude e 1998 gant ur c’hrign-bev.

Moby en NASA (04-03-2004) e New York

1999-2004[kemmañ]

E 1999 e guitao Moby Elektra Records evit labourat gant V2 Records. Adalek miz Even e teu er-maez ar bladenn Play, berzh a raio er bed a-bez e 2000 gant muioc’h eget 9 million a skouerenn gwerzhet. Ar wech kentañ en istor e kaver ur bladenn gant pep ganaouenn o vezañ miret dindan ul liseñs kenwerzhel. Ar ganaouennoù a zo bet degemeret dindan meur a furmad radio, met gant liseñsoù gant aotreoù ledan, ken spletus e vefe bet non pas tremen ar ganaouennoù er radio. En ur gerig kaset e 2005 war e lec’hienn e tispleg en ur damkaniezhañ, ar fed lakat liseñsoù war e sonerezh a zo un disoc’h eus "growing up in poverty" (Brasaat er baourentez). E 2001, unan eus huñvreoù Moby a teu da wir : seniñ a ra gant haroz e yaoankiz, David Bowie.

Gwelout a ra eus toen e ranndi gwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo, deiziad e ganedigezh eo. Un nebeut mizioù goude e sav tabuterezh etrezañ hag Eminem, diskleriet en deus Moby e oa sonerezh Eminem dizoujus e-keñver ar merc’hed hag an dud heñvelreizh. Goapañ a raio Eminem anezhañ e-barzh Without Me, o tiskleriañ « Den na selaou tekno ». Ar regaserezh a gendalc’h en MTV Video Music Awards e 2002 daoust ma lavar sklaer e zouj Moby talentoù Eminem evit ar pezh a denn ouzh ar sonerezh.

Sevel a reas Moby an Area Festival e 2001, un troiad sonadegoù eo. C’hoariet e vez enno sonerezh rock/elektro al liesañ, met gellout a reer kavout stummoù sonerezh all. Un eil troiad a zo bet ar bloaz war-lec’h, e lec’h m’eo tremenet Moby er skinwell gant e abadenn war MTV anvet Señor Moby's House of Music.

Ar 24 a viz C’hwevrer 2002, e kemer perzh Moby e liderezh da glozañ C’hoarioù Olimpek Goañv Salt Lake City. Ar 14 a viz Mae eus ar memes bloavezh e teu er maez 18 (ennañ an tuboù We Are All Made of Stars hag in This World). Ul lodenn bras eus ar bladenn 18 a zo bet savet diwar sampleioù o tont eus Library of Congress record folio eus Alan Lomax bet enrollet e 1943. Amprestet en doa an oberennoù-se digant ur mignon, Marc Latzky o c'oari e-barzh The Harry Jingles Band. En em gouestlañ a ra da c’houde da savidigezh ar bladenn « Baby Monkey » hag a lakao er-maez dindan an anv Voodoo Child. Ar bloavezhioù goude e kenskriv "Is it any wonder" gant Sophie Ellis-Bextor, produiñ a raio "Early Mornin'" evit Britney Spears, ha kenlabouret en deus gant Public Enemy evit "Make Love, Fuck War", aet er-maez a-raok dilennadeg prezidant Stadoù Unanet Amerika e 2004.


Adalek 2005 betek hiziv[kemmañ]

E 2005 e teu er-maez ar bladenn Hotel. Evit ar bladenn-mañ en deus implijet sampleioù, met pep mouezh ha pep benveg sonerezh a zo bet enrollet en e studio-enrollañ, gantañ hag gant ar c'haner Laura Dawn, rennerezh ar sevennadur e MoveOn.org. Kendec’hel a reas Moby da labourat war raktresoù all. Labouret e deus e 2005 war un teulfilm Earthlings e anv, ha remikset en deus ar gompiladenn The BioShock EP gant Oscar The Punk evit ar c’hoari video BioShock. Gwelet eo bet gant Richard Barone evit ennoriñ an T.Rex band e Central Park an 29 a viz Gwengolo 2006.

D’ar 6 a viz Du 2006 e teu er-maez ur gompiladenn eus oberennoù gwelañ Moby anvet Go: The Very Best of Moby, enno ur ganaouenn nevez anvet "New York, New York" ‘lec’h ma gan Debbie Harry. Embannet eo bet ar single "Slipping Away", hag a vez kavet er gompiladenn, e meur a yezh ha gant tud disheñvel atav.

Asantet en deus c’hoari sonerezh e-barzh sonerezh ar film Southland Tales sevennet gant Richard Kelly e 2007 peogwir e oa sot gant Donnie Darko, ar film bet graet a-raok Southland Tales ha sevennet gant Richard Kelly ivez. Produet ha c’hoariet en deus e stumm nevez The Bongos "The Bulrushes" e 2007 en album adembannet Drums Along The Hudson. E miz Mae 2007 e grou Moby ul lec’hienn internet nevez anvet mobygratis.com lec’h ma c’hell ar sevennerien dizalc’h, gant ar c’hoant chom hep dre ret gounid arc’hant, pellgargañ e sonerezh evit netra da lakaat en o filmoù. Bez ‘zo tro-dro 70 oberenn hag a c’heller implijout (reoù a zo bet morse embannet).

E miz Here 2007 eo bet embannet war moby.com ur pennad lec’h ma gaver anv ar bladenn o tont. Last Night eo hag a teuio er-maez e miz Meurzh 2008 er Rouantelezh-Unanet ha d’ar c’hentañ a viz Ebrel er Stadoù Unanet Amerika. Single kentañ ar bladenn a vo ar ganaouenn "Alice".

Skridoù-arnod[kemmañ]

E levrig diabarzh pladennoù ’zo e c’heler merzout skridoù-arnod bet skrivet gant Moby. E-barzh Everything Is Wrong ez eus ur skrid diwar-benn an dreistbeveziñ (We use toxic chlorine bleach to keep our underpants white ("Implij a reomp dour javel evit ma chomfe gwenn hor pezhioù dilhad")) ha war pennoù bras Iliz SUA (Why doesn't the Christian right go out and spread mercy, compassion and selflessness? ("Perak ne teu ket kristenien an tu dehoù er-maez a-benn skuilhañ an drugar, ar c’hendruez ha an allgarantez?")), hag e The End of Everything e komz diwar-benn bezañ debrer-glasvez (Could you look an animal in the eyes and say to it, 'My appetite is more important than your suffering'? ("Gellout a rit sellet e daoulagad ul loen en ur laret: 'pouezusoc’h eo va naon eget da boan'?"))

E-diavaez ar sonerezh[kemmañ]

Moby a zo ur vejetalian hag embann a ra ez eo plaenig. Soñjoù Pro-choice (evit dibab) en deus. Bevañ a ra e karter Italia bihan e New-York, abaoe dek bloaz en ur ranndi bihan pemp estaj gantañ nebel ouzh hini David Bowie. Abaoe nebeut’zo eo kenperc’henn war ur stalig te navet TeaNY lec’h ma teu a-wechoù da pakañ banne. Aozet en deus al Little Idiot Collective, ur strollad arzourien eo.

Payet en deus $207,000 evit bezañ ar pop star kentañ o veajiñ er spas gant ar Virgin Galactic's VSS Enterprise e 2010. Diskleriañ a ra en un atersadenn graet gant Psychology Today, pa oa 19 bloaz en deus kemeret LSD ha kroget en deus da gaout enkadennoù spont. Lavarout a ra eo chomet hep kaout seurt enkadennoù abaoe pell met a-wechoù en do « too much caffeine, be stressed out about work and be in a relationship that's not going well, and it will happen again." Prest eo da sikour e faned hag o deus ar memes kudennoù.

Pladennoù[kemmañ]

Golo Deiziad Anv
Moby-Go.jpg
1991 Go
Moby-Ambient.jpg
1993 Ambient
Moby-Early underground.jpg
1993 Early Underground
Moby-Moby.jpg
1993 Moby
Moby-Feeling so real.jpg
1994 Feeling So Real
Moby-Everything Is Wrong.jpg
1995 Everything Is Wrong
Moby-Bring Back My Happiness.jpg
1995 Bring Back My Happiness
Moby-I Like To Score.jpg
1997 I Like to Score
Moby-Animal Rights.jpg
1997 Animal Rights
Moby-Play.jpg
1999 Play
Moby-Natural Blues.jpg
2000 Natural Blues
Moby-18.jpg
2002 18
Moby-Hotel.jpg
2005 Hotel

Liammoù diavaez[kemmañ]