Metatezenn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Er yezhoniezh e vez implijet an termen metatezenn[1] (diwar an henc'hresianeg μετάθησις, "eilpennadur" ; saozneg: metathesis) evit komz eus an eilpennañ graet da ziv elfenn fonologel, da lavaret eo :

pa vez eilpennet vogalennoù ha dreist-holl kensonennoù, da skouer : brezhoneg debriñ/drebiñ, Montroulez/Montourlez, Brieg/Breig, galleg fromage, eus formage (reiñ ur stumm, diwar al latin formaticu(m), kv. italianeg formaggio hag okitaneg formatge).
pa vez eilpennet perzhioù evel hirder ar vogalennoù, an tonennoù pe an taol-mouezh hag all, da skouer e henc'hresianeg πόλις (pólis; "kêr") > genitivel "πόλεως" (póleōs) diwar ar furm reizh *pólēyos.

Kavet e vez metatezennoù e doareoù yezh nann-unvan, evel e rannyezhoù lec'hel ar brezhonek, pe c'hoazh e treuzdistagadurioù, da skouer :

  • Stummoù rannyezhel: brezhoneg
"der amañ" e lec'h "dre amañ"
"mewled" e lec'h "melc'houed"
"burlu" e lec'h "brulu"
  • Treuzdistagadurioù: saozneg
"aks" e lec'h "ask" ("goulenn")


A-wezhoù e teu da vezañ ur furm leksemek kemmet dre metatezenn ar furm implijet er yezh unvan kentoc'h evit ar stumm istorel orin, da skouer :

Bird ("evn") diwar bryd
run ("redeg") diwar irnan,
horse("marc'h") diwar hros
wasp ("redeg") diwar wæps
cocodrilo ("gourglazard") diwar latin crocodilus (<henc'hresianeg: krokodilos)
Argelia ("Aljeria") diwar arabeg: الجزائر (Al Jaza'ir)
postrado ("$") diwar latin: prostratus

Diouzh an tu all avat e c'hell talvezout ar vetatezenn elfenn mont-en-dro boutin yezhadur ur yezh bennak, evel e foureg: pa vez staget ur rakger kensonennel ouzh ur verb a grog gant ur gensonenn e vez diverket kensonenn gentañ ar verb pe c'hoazh e vez eilpennet gant ar vogalenn a zeu war-lerc'h, da skouer :

lem- "lipat" > -elm-
ba- "evañ" > -ab-
tuum- "sevel" > -utum-.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Amload e Geriadur Ménard