Marie-Catherine d'Aulnoy

Eus Wikipedia
Marie-Catherine d'Aulnoy.

Marie-Catherine Le Jumel de Barneville, Baronne d'Aulnoy, ganet e Barneville-la-Bertran d'ar 4 a viz Genver 1651, ha marvet en Pariz d'an 13 a viz Genver 1705) a oa ur skrivagnerez c'hall brudet he marvailhoù, a veze anvet ganti contes de fée (marvailhoù boudiged ), un anv a vez graet gantañ c'hoazh[1]. Kontrol da Charles Perrault he deus klasket flemmañ dre alegoriennoù. Keñveriet e vez a-wechoù ouzh Jean de La Fontaine dre ma flemme dre zindan lez ar roue ha kevredigezh c'hall ar XVIIvet kantved. Ur plac'h lemm he spered ha diroll he buhez eo bet. Ganti e voe krouet an doare lennegezh anvet kontadenn varzhus.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merc'h e oa Marie-Catherine Le Jumel de Barneville da Claude Le Jumel, bet ofiser en arme ar roue gall, ha da Judith Angélique Le Coustelier, tudjentil eus Normandi ; kar e oa da varkiz Béringhem. Nizez e oa da Marie Bruneau des Loges, mignonez d'ar skrivagnerien François de Malherbe ha da Jean-Louis Guez de Balzac.[2]
D'an 8 a viz Meurzh 1666, da 16 vloaz, e voe dimezet, hervez giz an amzer, da ur baron eus lez dug Vendôme, anvet François de La Motte, baron d’Aulnoy en Brie, 30 vloaz koshoc'h egeti, brud dezhañ da vout lonker, c'hoarier, dispeigner, ha merc'hetaer daonet.

En 1669 e klaskas Marie-Catherine, gant he mamm ha daou zen all (o serc'heien moarvat) steuiñ un irienn evit tamall ar baron d’Aulnoy da vezañ bet dizouj ouzh ar roue, ma ranke bezañ kondaonet d'ar marv. Harzet e voe ar pried, laosket da vont, met kondaonet e voe mignoned e wreg da vout dibennet dre ma oant bet o wallgomz e gaou.

Diguzhet an irienn, en em dennañ a reas ar varonez o tec'hel dre ur skalier kuzh, o koachañ en un iliz. ret e voe dezhi kemer hent an harlu, ha beajiñ a eure dre Europa abalamour d'ar gondaonidigezh a c'halle kouezhañ warni. He mamm, kontez Gudanne, a repuas e Spagn. E 1675 ez eas da Vro-Saoz, hag alese da Spagn ma oa he mamm o chom. E 1685 e voe aotreet he mamm da zistreiñ da Vro-C'hall gant ar roue gall rak servijoù he devoa rentet d'al lez.

E 1690 e teuas en-dro da Pariz ma tigoras ur saloñs a lennegezh, met adarre e lakas he dorn en un irienn, dre vignoniezh ouzh un itron Ticquet a voe dibennet dre m'he devoa muntret he fried.

Mervel a reas e peoc'h er gêr, en 1705 e Pariz.

Hec'h oberenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Darempredoù a vignoniezh he devoa gant Charles de Saint-Évremond ha konterezed evel Julie de Murat ha Marie-Jeanne L’Héritier. Adal 1690 ec'h embannas danevelloù e doare an amzer : Mémoires sur la cour d’Espagne, Histoire d’Hippolyte, comte de Douglas ha Relation du voyage d’Espagne (1691), ar Mémoires des aventures de la cour de France (1692), ar Mémoires secrets de plusieurs grands princes de la cour (1696).

Ha goude e savas kontadennoù.

L’Île de la félicité a voe ar c'hentañ kontadenn boudigoù embannet en Bro-C'hall. Goude berzh an dastumad Les Contes de ma Mère l'Oye gant Charles Perrault en 1697, ec'h embannas Marie-Catherine d’Aulnoy 4 levrenn a gontadennoù a-raok an dastumad all Contes nouveaux ou Les Fées à la mode, en 1697 ha 1698, a sachas brud warni.


Degemeret e voe en Akademiezh ar Ricovrati, un akademiezh italian e Padova. Ar seizhvet maouez brudet e oa en Akademiezh, ha lesanvet e oa "an Helavar" ha Klio, hervez anv muzenn an Istor.

Nizez e oa da Marie Bruneau des Loges (1585-1641), skiantourez eus an amzer.

Hec'h oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Belle-belle.
Finette Cendron.
Le Nain jaune.
La Princesse Carpillon.

Goude marv an oberourez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Contes de Madame d’Aulnoy, Garnier frères, libraire-éditeurs, 1882
  • An adembannadur Contes des Fées, suivis des Contes nouveaux ou Les Fées à la mode, Nadine Jasmin (éd.), Paris, Champion, Bibliothèque des génies et des fées, 2004.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Anne Defrance, Les Contes de fées et les nouvelles de Mme d’Aulnoy, 1690-1698, L’imaginaire féminin à rebours de la tradition, Genève, Droz, 1998.
  • Nadine Jasmin, Naissance du conte féminin, Mots et merveilles, Les contes de fées de Madame d’Aulnoy, 1690-1698, Paris, Champion, 2002.
  • Jean Mainil, Mme d’Aulnoy et le rire des fées : essai sur la subversion féerique et le merveilleux comique sous l’Ancien régime, Paris, Kimé, 2001.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Oberennoù enlinenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • An oberourez : Buhezskrid
  • Troidigezh saoznek he levr kontadennoù [2] (troet gant J. R. PLANCHÉ, eil embannadur e 1856).

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. ZIPES, Jack. The Great Fairy Tale Tradition: From Straparola and Basile to the Brothers Grimm.P.858. ISBN 0-393-97636-X
  2. Patrom:EB1911