Maria Luisa Carlotta di Borbone-Parma

Eus Wikipedia
(Adkaset eus María Luisa de Parma)
Mont da : merdeiñ, klask
María Luisa de Parma, gant Raphaël Mengs, 1765, eoullivadur war lien, 48 x 38 cm, Madrid, Mirdi ar Prado.
Tiegezh Carlos IV

María Luisa de Parma pe María Luisa de Borbón-Parma e spagnoleg, pe Maria Luisa Carlotta di Borbone-Parma en italianeg, ganet d'an 9 a viz Kerzu 1751 e Parma, ha marvet d'an 2 a viz Genver 1819, a oa pried da Carlos IV ha rouanez Spagn (1751-1819).

Serc'h e oa d'ar pennvinistr Manuel Godoy. Poltredet eo bet meur a wech gant Goya.

Taolenn

Priñsez da zimeziñ [kemmañ]

Merc'h e oa da Fulup Iañ Parma ha da Elesbed Bro-C'hall, merc'h henañ Loeiz XV, roue Bro-C'hall. Merc'h-vihan e oa d'ar roue gall eta, ha d'ar roue spagnol Fulup V Spagn. Evel he c'hoar Isabelle hag he breur Ferdinand e voe desket a zoare .
He mamm, a veze alies e lez he zad Loeiz XV, e Versailhez, a felle dezhi dimeziñ anezhi pe da briñs Asturiez, an danvez-roue spagnol Carlos IV, pe da zug Bourgogn, Louis de France (1751-1761), mab henañ an daofin Louis de France (1729-1765) hag e wreg Marie-Josèphe de Saxe. Mervel a reas dug Bourgogn en bugel, e 1761, ha da neuze e oa Maria da vezañ euredet gant danvez-roue Spagn. Mervel a eure he mamm e 1759, ha dimezet e oa bet he c'hoar Marie-Isabelle de Bourbon-Parme gant an danvez impalaer Joseph II Aostria, ha gant an eured-se e oa tostaet an darempredoù etre tiegezh ar roue gall (Bourbon) ha hini Aostria (Habsbourg-Lorraine). Mervel a reas izabel e 1763 ma klaskas an intañv Joseph II Aostria addimeziñ d'e c'hoar-gaer gant ar soñj e vije kavet enni ar memes perzhioù mat evel en e baourkaezh gwreg. Ha setu an impalaerezh Marie-Thérèse, mamm an intañv glac'haret, da skrivañ da lez Spagn.


He bugale [kemmañ]

María Luisa ha Carlos IV o deus bet pevarzek bugel (ouzhpenn-se e reas dek kolladenn, gant se e voe brazez peder gwech warn-ugent)  :

La familia de Carlos IV (Tiegezh Carlos IV), taolenn gant Francisco de Goya.

Poltredoù [kemmañ]

Notennoù ha daveennoù [kemmañ]

  1. Queen Arms description. Encuadernación Real Biblioteca. Royal Library. Royal Palace of Madrid (In Spanish).

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.