Manuel Godoy

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Manuel Godoy, poltredet gant Agustín Esteve.

Manuel Godoy y Álvarez de Faria (Badajoz, 1767 - París, 1851) a oa un den uhel ha polítikour spagnol, kentañ ministr Roue Spagn, Carlos IV entre 1792 ha 1797, hag adarre etre 1801 ha 1808. Bez e oa dug la Alcudia ha Sueca, priñs ar Paz, goude marc'hata Peoc'h Basel e 1795, titl a voe disklêriet e-maez al lezenn gant ar roue Fernando VII diwezhatoc'h, ma voe kemeret gant Godoy neuze, hag eñ en harlu, gant an titl italian a briñs Bassano.

Hidalgo a orin, savet d'ar galloud gant ar roue Carlos IV, a roas titloù hag enorioù dezhañ, madoù e-leizh. Ne deuas ket a-benn da virout ouzh aloubadeg Spagn ha dilez Carlos IV. An impalaer gall Napoleon Iañ a rae fae warnañ a oa, dre ma ne oa ket feal a-walc'h dezhañ, evel a welas gant aloubadeg Portugal en 1801, hag ar galv a reas d'en em sevel a-enep Bro-C'hall da vare emgann Jena e 1806.

E vuhez[kemmañ]

Manuel Godoy a oa mab da José de Godoy y Sánchez de los Ríos ha da Maria Antonia Justa Álvarez de Faria y Sánchez Sarzosa, a orin portugalat.

Ganet e oa d'an 12 a viz Mae 1767 e-barzh calle Santa Lucía, e Badajoz, en un tiegezh paour. Da 17 vloaz ez eas e gwarded ar roue, hag anvet e voe da vont gant Gwarded ar C'horf, ha kaset da Vadrid evel e vreur. Hennezh avat a voe harluet eus al lez gant ar roue Carlos III dre ma en devoa graet kinnigoù dizonest de verc'h-kaer, María Luisa de Borbón-Parma, priñsez Asturiez.
Un deiz, ma oa oc'h ambroug priñsed Asturiez, war hent Segovia, e winkas e varc'h hag e kouezhas d'an douar. Kenkent ec'h adpignas war e loen, ma sachas evezh ar briñsed warnañ.


Da 21 bloaz e voe kinniget en ofisiel da priñsed Asturiez (titl a veze roet da bennhêr rouaned Spagn). Kaozeal kaer a ouie, ha plijout d'e selaouerien, setu ma savat mignoniezh outañ en danvez roue Carlos IV, ma teuas da vezañ serc'heg d'e wreg, María Luisa de Borbón-Parma.

D'an 30 a viz Kerzu 1788, 16 deiz goude roueet priñs Asturiez, e voe anvet da cadet surnuméraire er Palez, en miz Mae 1789 e voe anvet da goronel marc'hegiezh, en miz Du 1789 da varc'heg Urzh Santiago, en miz Eost 1790, da gomandour an urzh, en miz C'hwevrer 1791 da eiler-a-gamp, en miz Meurzh da zenjentil al lez, en miz Gouhere da bennletanant ha da varc'heg Kroaz-veur Urzh Carlos III, en 1792 da zug Alcudia gant Meurdez Spagn, en miz Du Urzh ar maoutken Aour, hag e miz Meurzh 1793 penngomandant. Goude-se e vo c'hoazh dug Sueca, markiz Alvarez, aotrou Soto de Roma.

Sekretour-stad[kemmañ]

En 1788, goude anvet Carlos IV da roue Spagn, e voe anvet Godoy da Sekretour-stad, da lavarout eo da bennministr, en 1792, e-lec'h kont Aranda.


Dimeziñ ha bugale[kemmañ]

Carlota Luisa de Godoy y Borbón, merc'h da Manuel Godoy.


Brezel an Orañjez[kemmañ]

Dimezioù ha bugale[kemmañ]