Francisco de Goya
Eus Wikipedia
Francisco de Goya y Lucientes (ganet d'an 30 a viz meurzh 1746 e Fuendetodos, Aragon, bro-Spagn, marvet d'ar 15 a viz ebrel 1828 e Bourdel) a oa ul livour spagnolat.
E Zaragoza e tremenas e vugaleaj met da vevañ e Madrid ez eas kuit diwezhatoc'h ma'z eas da livour ofisiel al lez dindan ren Carlos IV. E bost a viras e-pad an dalc'hidigezh c'hall met da fall ez eas e zarempredoù gant Ferdinand VII ha mont kuit a reas da Frañs e 1824 gant e serc'h ha Rosario Weiss, he plac'h a c'hellfe bezañ bet e hini ivez. Enni e varvas e 1828.
| Goya: La maja desnuda ha La maja vestida. Gant Francisco Goya e voe livet La maja vestida goude an trouz a savas e Spagn abalamour d'an hini desnuda. Nac'h a reas gwiskañ ar maja ha gwelloc'h e kavas livañ unan all. | |
[kemmañ] Livadurioù Goya
Restr:Goya autoportrait.jpg
Emboltred
-
Goya autoportrait.jpg
Emboltred -
Ar Rouanez María Luisa de Parma (1814) -
Fernando VII, roue Spagn,
en e vantell lez (1815) -
Sabad ar gwrac'hed .
Mirdi Galdiano,
Madrid. -
Ar Sabad,
peinture noire,
(1820-1823), Prado
[kemmañ] Liammoù diavaez