Maloù

Eus Wikipedia
Ur pennad Malo zo ivez.
Sant Malo
Sant Maloù gant Sant Brendan war vor

Maloù zo ur manac'h brezhon deuet da vezañ ur sant meur, unan eus ar seizh sant diazezer enoret e Breizh. Anavezet eo evel saint Maclou e ranvroioù 'zo eus Bro-C'hall (Maclovius pe Machutus e latin, hervez an testennoù kozh ).

Dont a ra an anv eus an hengeltieg, mac'h + low, a dalvez evit gouestl lufrus. Lidet e vez gouel sant Maloù d'ar 15 a viz Du.

Ar vojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa Maloù e Gwent, Kembre e fin ar VIvet kantved. Mont a reas d'ar skol da vanati Llancarfan. Echu e studi gantañ, e chomas ar paotr yaouank er manati evel manac'h. Kontañ a reer e vije bet badezet Maloù gant Sant Brendan hag e vije deuet da vezañ unan eus e ziskibled.

Anvet e voe da eskob, hervez ur vojenn hag e kuitaas e vro c'henidik. Bet e vije gant Sant Brendan e-pad e veaj kentañ da glask ar Baradoz. Treuziñ a reas ar mor un eil gwech gant kompagnuned hag e-pad an eil beaj-se e vije bet avielet inizi hanternoz Bro-Skos gantañ. Douarañ a reas en diwezh en enez vihan ar penitiour Aaron. Alese ez eas da gêr Aled, ma teuas da vezañ ar c'hentañ eskob anezhi. Eno en em lakaas da brezegenniñ, mes ar pezh a lavare ne blije ket d'an holl. En em dennañ e reas neuze e Bro-Saintonge. Eno e varvas d'ar 16 a viz Du eus ar bloaz 649.
Ul lodenn eus e relegoù a zeuas en-dro da Aled, sez an eskopti kaset goude pelloc'h war ribl ar mor e-lec'h m'emañ kêr Sant-Maloù hiziv.
Maloù a zo unan euzh ar seizh eskob diazezer a ya ar birc'hirined da welout o fennilizoù pa reont Tro Breizh.

Al lec'hioù-lid[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An testennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skrivet eo bet Vita S. Maclovii (buhez Sant Malou) war-dro 870. Embannet e voe e 1636 gant Alberzh Meur (Albert le Grand), manac'h dominikan eus Montroulez.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]