Aaron (sant)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Chapel Sant-Aaron e Sant-Maloù.

Aaron, anvet ivez Sant Aaron, a oa ur manac'h brezhon, er VIvet kantved, a oa o chom pe war enez Kezambr, pe war an enez a zo dirak Aled, hag a zo deuet da vezañ kêr Sant-Maloù.

Istor pe mojenn[kemmañ]

Hervez a zo bet skrivet e oa a orin eus Kembre. Bevet en dije e-tal Lambal, er barrez anvet Sant-Aaron, a-raok mont da Aled, hag alese d'an enez, ma kentelias Maloù, a voe eskob kentañ ar c'hornad.

Ilizoù ha chapelioù[kemmañ]

  • Chapel Sant Aaron, e kêr Sant-Maloù.

Anv-badez[kemmañ]

Ne vez ket roet evel anv-badez ken. Marteze peogwir eo re vihan brud ar sant brezhon, pe peogwir ne vez liammet an anv nemet ouzh Aaron an Testamant Kozh.

Menegoù[kemmañ]

  • Catholic Encyclopedia - St. Machutus (meneg zo ennañ eus Aaron)
  • Catholic Forum
  • Holweck, F. G. A Biographical Dictionary of the Saint. St. Louis, MO: B. Herder Book Co. 1924.