Mahmoud Abbas

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
محمود عباس
Mahmoud Abbas
Mahmoud Abbas
3de Prezidant an Aotrouniezh Vroadel Balestinat
Er galloud
Er galloud adalek 15 Genver, 2005
A-raok : Rauhi Fattouh (Interim)
War-lerc'h -
26 Meurzh, 1935
Safed, Mandad Breizhveuriat Palestina
Strollad politikel
Pried Amina

Mahmoud Abbas (arabeg: محمود عباس, distaget: Maḥmūd ʿAbbās) (bet ganet d’ar 26 a viz Meurzh 1935), a anavezer ivez dindan an anv "kounya" Abou Mazen (ابو مازن; Abū Māzin), eo Prezidant Aotrouniezh Vroadel Palestina ha Prezidant an Aozadur evit Dieubiñ Palestina, war-lerc’h marv Yasir Arafat.

E vuhez[kemmañ]

Ganet e oa bet e 1935 e Safed, ur gêr vihan eus Galile zo en Israel hiziv an deiz. E-kreiz ar stourmoù e tremen Mahmoud Abbas e vugaleaj. Da drizek vloaz e tec’h war droad diouzh Palestina da vont da repuiñ da Siria.

E 1948 e kuita e di genidik gant e familh, ha ne zistroio di nemet c’hwec’h vloaz ha daou-ugent diwezhatoc’h, e miz Gwengolo 1994. Chom a ra ur reuziad da ziskenn ennañ e-unan dirak ar savadur zo deuet da vezañ ur yeshiva bremañ, eleze ur skol ma vez kelennet an Talmud.

E Damask, m’emañ repuet gant e gerent nes, emañ Mahmoud yaouank o labourat evel karreller evit paeañ e studioù. Tapout a ra e vachelouriezh e Skol-veur Damask a-raok mont da Egipt da studiañ ar gwir. A-benn ar fin ez a Abbas da skolaj ar reter da Voskov ma pak un doktorelezh war an istor.

E 1982 e sav Abbas e dezenn dindan renerezh Evgueni Primakov : « Tu gin an daolenn : an darempredoù kuzh etre an naziegezh hag ar sionegezh ». Enni e tiskred war an niver a dud a oa bet lazhet da-geñver ar Shoah. Abeg a voe kavet en e dezenn ken e voe, ha tamallet e oa bet dezhañ bezañ nagennour. Respont a ray diwezhatoc’h, ha daskemm e vennozh en ur zegas da soñj an endro : « A-benn neuze e oamp oc’h ober brezel ouzh Israel. Loskaberzh ar Yuzevien zo bet un torfed euzhus na c’haller ket ankouaat, un torfed enep an denelezh na c’hall ket bezañ degemeret gant mab-den. »

E engouestl[kemmañ]

Er bloavezhioù 1950 e krog Abbas d’en em lakaat da vat er politikerezh palestinat. Mont a ra da annezañ da gQatar ma c’hoari ur roll pouezus e servij trevourel an emirelezhioù evel rener ar c’hoskor. Ober a ra krazadenn buan hep dilezel morse e engouestl evit ar gaoz palestinat. A-hend-all e kemer ar garg da duta ul lodenn vras eus ar re a zeuy da vezañ tud pennañ an Aozadur evit Dieubiñ Palestina.

Unan eus izili diazezerien ar Fatah eo Abbas ivez e 1957 ; plediñ a ra gant an dastum arc’hant evit krouiñ anezhañ a-drugarez d’an dud a anavez er Pleg-mor. Yasir Arafat ha Farouk Kaddoumi zo e-touez an izili diazezerien bennañ all. N’emezel ent ofisiel ouzh ar strollad armet nemet e 1961 avat, ha kemer an anv brezel Abou Mazen (tad Mazen, e vab henañ). Ar boaz eo er broioù arab « adenvel » evel-se an dud deuet.

E-pad ar bloavezhioù 1960, 1970 ha 1980, e heuilh Yasir Arafat d’al lec’hioù ma’z a d’an harlu. Sellet e vez outañ evel un den moder. Tostaat a ra kuzhmuz d’an tu kleiz israelat hag enebiñ ouzh paotred ar penn pellañ el luskadoù palestinat. Lavaret a ra Mohammed Daoud Odeh, anezhañ aozer ar skrap gouestlidi israelat e-pad C’hoarioù olimpek München e 1972, e oa tapet rouestlet Abbas en afer-se.

Bloavezhioù 1990[kemmañ]

E-pad ar bloavezhioù 1990, gant skoazell Yasir Arafat, e ra Mahmoud Abbas an difraeoù evit reiñ lañs d’an emzivizoù kuzh etre ADP hag Israel hag a zisoc’ho war emglevioù Oslo : D’an 13 a viz Gwengolo 1993 e sin an emglevioù peoc’h. War e zistro da Balestina e 1995 e teu da vezañ Pennskretour an aozadur.

Kerkent ha deroù an eil Intifada, e teu e blegenn da vezañ diaes pa c’houlenn e vefe paouezet an tagadennoù enep Israel a sell outañ evel ur c’hendivizer dereat. D’an 29 a viz Ebrel, da-heul gwask ar « Pevarad » (Stadoù-Unanet, Rusia, Unvaniezh Europa, ABU), eo anvet da Gentañ ministr gant Yasir Arafat. Skoazellañ a ra da lakaat e plas ar « follenn-hent evit ar peoc’h » hag a rakwel krouidigezh ur Stad palestinat. Sellet e vez outañ evel un den pragmatek gant ar c’hostezennoù. Abalamour ma ne fell ket d’ar Stadoù-Unanet ha da Israel kendivizout gant Yasir Arafat, e teu da vezañ ar c’hendivizer pennañ. Enebiñ a ra muioc’h-mui ouzh an Hamas hag ouzh ar Jihad islamek palestinat. Abalamour d’ar gourdrouzioù marv ha d’un dizemglev gant Yasir Arafat evit envel ministr ar Surentez, e ro Mahmoud Abbas e zilez eus e bost d’ar 7 a viz Gwengolo 2003. Kemeret eo bet e blas gant Ahmed Qorei.

E roll Kentañ ministr[kemmañ]

E penn kentañ ar bloavezh 2003, gant an Israeliz hag an Amerikaned o nac’h breutaat gant Yasir Arafat, e krog Abbas da vezañ brudet evel danvez rener palestinat.

Mahmoud Abbas, evel unan eus izili diazezerien ar Fatah, a vez gwelet mat er gevredigezh palestinat. Seul greñvoc’h en em gav evel danvez Kentañ ministr ma ne seblante bezañ den all ebet evit ar post-se. E geveler pennañ, Marwan Barghouti, anezhañ un den laik eus tu ar c’hreiz skoazellet dre zindan gant un darn eus an anterinourien, hag a errue da eil er sontadegoù, pell dirak ar pemp emstriver all, zo harzet gant Israel ha taolet en toull-bac’h.

Emañ brud Abbas a-du gantañ ha ret eo da Yasir Arafat sentiñ ouzh ar Vodadeg palestinat hag envel anezhañ da Gentañ ministr. D’an 19 a viz Meurzh 2003 e teu Mahmoud Abbas da vezañ Kentañ ministr an aotrouniezh palestinat.

Er penn kentañ e klask Yasir Arafat izelaat ar post Kentañ ministr, met ret eo dezhañ, goude-se, lezel un tamm galloud da Abbas. Koulskoude, ar bevennet m’eo ar galloud etre daouarn Abbas evel Kentañ ministr a gendalc’h da vezañ kaoz da ziemglev etre Yasir Arafat hag eñ diwar-benn dasparzh ar galloud. Alies e rank Abbas kinnig dilezel e bost ma ne vez ket muioc’h a c’halloud gantañ war an Aotrouniezh palestinat. E penn kentañ miz Gwengolo 2003 e laka Abbas parlamant an Aotrouniezh palestinat a-dal d’e gudennoù dezhañ. Tamall a ra ar Stadoù-Unanet hag Israel da Yasir Arafat izelaat Abbas hag e ouarnamant.

E-ser an dra-se e sav bec’h etre Abbas ha strolladoù stourm palestinat evel ar Jihad islamek hag an Hamas. Enebet-kaer eo e zoare da welet ar politikerezh ouzh o hini, taer-mat an tamm anezhañ. Er penn kentañ e nac’h implijout an nerzh enep ar stourmerien evit en em virout diouzh ar brezel diabarzh. Kavout a ra gwelloc’h kendivizout ganto, ha berzh a ra evit darn rak en em glevet a ra an daou strollad evit doujañ d’un harz-an-tan palestinat untu. Hogen adkregiñ a ra ar feulster hag an tagadennoù en daou du, ha rediet eo Abbas da lakaat e plas bevennoù d’ar strolladoù-se a-benn kadarnaat saviad an Aotrouniezh palestinat war an argerzh evit ar peoc’h.

Kement-se a zisoc’ho war ur stourm etre Yasir Arafat hag Abbas diwar-benn renadur armeoù ar servijoù surentez palestinat.

Dilez[kemmañ]

D’ar 4 a viz Gwengolo 2003 e krog ar gourdrouzioù marv da zont stank-ha-stank a-berzh an Hamas hag ar Jihad islamek evit Mahmoud Abbas. Tamall a ra an Hamas dezhañ bezañ un treitour evit bezañ « dilezet pennaennoù sakr al luskad broadel ». Daou zevezh diwezhatoc’h, d’ar 6 a viz Gwengolo, e c’halv ar c’huzul lezennel palestinat hag e tispleg dezhañ an abegoù a laka anezhañ da reiñ e zilez : an dic’halloud m’en em gav en e garg abalamour da enebiezh Yasir Arafat hag izili all an Aotrouniezh palestinat ha d’an diouer a skoazell a-berzh ar Stadoù-Unanet hag Israel.

Kenderc’hel a ra d’ober war-dro ar standur betek ma’z ay en e garg e warlerc’hiad, Ahmed Qoreï, dilennet d’ar 7 a viz Here 2003.

War-lerc’h bezañ roet e zilez e klask Abbas chom didrouz, hogen e miz Genver 2004 eo bet gwelet e bandenn Gaza o toullañ kaoz gant gwarded palestinat.

En ur pennad kaoz gant ar gelaouenn brudet Newsweek d’an 13 a viz Mezheven 2004, e tiskulio Mahmoud Abbas abegoù pennañ e zilez. Kemenn a ra en doa aon evit e vuhez abalamour d’ar c’hlemmoù taeroc’h-taer ouzh e emzalc’h pa oa Kentañ ministr. Pa c’houlenn ar c’hazetenner outañ « Pet klemm zo bet broudet gant ar prezidant Yasir Arafat ? », e respont, « ne lavarin anv ebet a c’hallfe bezañ stag ouzh ar c’hlemmoù-se. Met komprenit ne’m eus bet darempred ebet gant ar prezidant e-keñver ma dilez en deiz a hiziv. »

Prezidant an Aotrouniezh palestinat[kemmañ]

Pa varv Yasir Arafat e miz Du 2004, ez a ar maout gant Mahmoud Abbas e dilennadeg ar prezidant d’an 9 a viz Genver 2005. Tri devezh a-raok en doa disklêriet : « Ret eo din kenderc’hel politikerezh Yasir Arafat. Liammet on ouzh prezegenn diwezhañ Arafat dirak ar c’huzul aozañ d’an 18 a viz Eost 2004. Ma’z eo ur brezegenn eus an tu pellañ, evel ma lavar lod, ez on eus an tu pellañ ivez, met e gwirionez n’on ket. Adlennet em eus anezhi ha gallout a ran lavaret deoc’h eo kempoell ha pragmatek komzoù Arafat hag e savan a-du ganto penn-da-benn ». Mont a ra en e garg ken abred hag ar 16 a viz Genver. Disklêriañ a ra Ariel Sharon emañ an amplegad da gendalc’h an argerzh politikel en « arsav krenn ar sponterezh », da lavaret eo kement stumm zo d’an harzerezh ouzh an alouberezh, en ur gontañ ar stourm enep an arme aloubiñ hag enep an drevadennerien.

Kerkent hag an 13 a viz Genver, e sizhunvezh an dilennadeg end-eeun, ez eus lazhet c’hwec’h Israelad gant emsaverien balestinat en un dagadenn enep post-harzoù Karni etre Israel ha bandenn Gaza. Brigadennoù Izz al-Din al-Qassam, skourr milourel an Hamas, Batailhonoù Saladin, Brigadennoù merzherien Al-Aqsa, anezho ul luskad diwar ar Fatah, kostezenn Mahmoud Abbas end-eeun, a anavez a-gevret o deus aozet ar gwalldaol. Strategel dreist-penn eo post-harzoù Karni, rak al lec’h mont e-barzh nemetañ eo d’ar varc’hadourezh evit bandenn Gaza hag ar 1,5 a Balestiniz zo o vevañ eno.

Mahmoud Abbas en doa diveulet ar gwalldaol. Lavaret a ra emañ a-du gant paouez ar stourm armet ha disoudardañ an intifada a zegas efedoù kontrol d’ar re a oad o c’hortoz, rak hervezañ n’eus bet gounezet netra e-pad ar pevar bloavezh hanter a walldaolioù ha tagadennoù, nemet kresk pouez an dalc’herezh ha poan ar bobl balestinat. Lavaret a ray ivez da Sharon emañ alc’hwez ar peoc’h e fin an dalc’herezh a bad abaoe tost eizh vloaz ha tregont. Ar stankoù staliet gant Israeliz e pep lec’h e Sisjordania a ra d’ar vuhez bezañ dic’houzañvus, a laka an dilabour da greskiñ eus 55% hag a redi an hanter eus pobl Palestina da vevañ dindan treuzoù ar baourentez.

D’ar 26 a viz Genver 2006, eo trec’h an Hamas e dilennadeg parlamant Palestina dirak ar Fatah. Setu e c’houlenn Mahmoud Abbas digantañ furmiñ ar gouarnamant kentañ.

Skod e zilennadeg[kemmañ]

D’ar mare ma oa bet dilennet, ne felle ket d’an aozadurioù emsaverien dilezel an armoù hep kaout un dra bennak en eskemm ha gwarantoù, politikel peurgetket. Evit se o doa graet taolioù armet a-leizh a-hed ar stourm dilennel, ha tennañ rokedoù ha taolioù mortez ouzh Israel ha trevadennoù yuzhev bandenn Gaza a-benn reiñ da gompren da Vahmoud Abbas ne vo ket e-unan o tivizout eo echu an intifada.

Hervez Samy Abou Zohri, unan eus pennbrezegerien an Hamas : « Dilennet eo bet Mahmoud Abbas da benn an aotrouniezh palestinat ha n’eo ket da benn pobl Palestina. Setu eo ret dezhañ kaozeal an abretañ ar gwellañ gant ar c’hostezennoù palestinat all, hag an Hamas en o zouez (…). An harzerezh palestinat n’en deus netra da welet gant an argerzh politikel. N’eo ket bet kroget an intifada gant un den hepken, ha ne vo ket paouezet gant un den hepken. A-stroll e vo graet an diviz-se, en-dro d’un daol, ha n’eo ket dre ober disklêriadennoù dirak kameraioù. »

Evit doare ne oa ket enebet al luskadoù islamek, evel an Hamas hag ar Jihad islamek palestinat, ouzh un dreverz gant Israel. Emañ ar re-se tost d’ar bobl ha gouzout a reont penaos e teu an intifada da vezañ startoc’h-start ha diaesoc’h-diaes da c’houzañv evit pobl Palestina. Met fellout a rae dezho n’eo ket hepken kemer perzh er breutadegoù da zont, met ivez kaout ur plas politikel a-feson er Stad palestinat da zont. Se a virfe outo da vezañ lezet a-gostez war-lerc’h fin an taolioù armet, hag evel-se e chomfent gwelet mat gant pobl Palestina.

Erfin e vefe dav d’ar Prezidant nevez, e-barzh ar Fatah, kregiñ gant un adreizh don d’an aozadur, rak debret eo abaoe bloavezhioù gant ar goubrenerezh hag ar stourmoù diabarzh. Enebourien Mahmoud Abbas a-leizh o deus aon e vefe lamet o galloud hag o danvez diganto gant fin an intifada hag an disoudardañ, ha da-heul o levezon e-barzh al luskad krouet gant Yasir Arafat.

Diouzh savboent Ariel Sharon, mont kuit eus bandenn Gaza – evel m’eo bet diskuliet gant e aliour Dov Weisglass – a dalvez reiñ ur statud pad da drevadennoù Sisjordania a-benn ober e gerz anezho, padal evit Mahmoud Abbas n’eus ket tu d’ober ar peoc’h gant Israel ma vez kendalc’het an trevadenniñ ha savidigezh ar Voger war douaroù ar Stad palestinat da zont gant ar pal lakaat hervez lezenn aloubidigezh douaroù Sisjordania.

Savboent Israeliz[kemmañ]

Dre vras, ez eus « fiziañs a-walc’h » gant Israeliz, ha spi o deus e c’hallo prezidant an Aotrouniezh palestinat, a reont Abou Mazen anezhañ bepred, bezañ ar « Gorbatchev palestinat ». Hervez ministr ar Justis ar mare, Tzipi Livni : « dav eo dimp ober pep tra evit kreñvaat statud rener Abou Mazen, gant ar soñj eo gouest da gontrollañ ar strolladoù sponterien ».

59% eus Israeliz a gav dezho e tle Israel skoazellañ anezhañ gant ma stourmo ouzh ar sponterezh. Hervez an ensavadur sontañ israelat Smith : « Emaint o c’hortoz kemmoù war vat… met gortoz a reont da welet ar pezh a ray ent pleustrek… Evit poent e tiskouez bezañ un den gwan, a-dal an holl strolladoù armet. »

Hervez ar bolitikourien tost da Ariel Sharon, e oa tagadenn Karni ur c’hemenn hag a ziskouez « ne c’haller ket dianavezout ar spont, c’hoari an dro dezhañ evit skoulmañ emglevioù … Ret eo da Balestiniz stourm ouzh ar spont, anez e vo dibosupl mont war-raok ». Mennet eo Israel da vont kuit eus bandenn Gaza, pezh zo kadarnaet gant ar steuñv en em dennañ, met ar strolladoù armet palestinat a ginnig liesaat o zagadennoù gant ar spi e vo diskouezet pegen pouezus int ha pegen just eo kaoz an armoù hag e-se. Soñjal a ra da ouarnamant Israel e c’hall Abou Mazen ober un nebeud divizoù :

  • kemenn d’ar mediaoù palestinat paouez da atizañ ar feulster enep Israel ;
  • berzañ an dougen armoù dirak an holl ;
  • herzel an tennadennoù rokedennoù artizanel ouzh tiriad Israel hag an trevadennoù yuzev ;
  • kas ar soudarded palestinat da lec’h all evito da enebiñ efedusoc’h ouzh ar stourmerien o c’hougoulioù.

Liammoù diavaez[kemmañ]