Ariel Sharon

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ariel Sharon

Ariel Sharon (אריאל שרון Ariel Scheinermann diouzh e anv orin) a oa bet ganet d'ar 26 a viz C'hwevrer 1928 e Kfar Malal e-kichen Jaffa e Kefridi Breizh-Veur Palestina (bremañ e Stad Israel), ha marvet d'an 11 a viz Genver 2014 e Ramat Gan (Israel) goude ur c'homa eizh bloavezh.

Jeneral eo ha Kentañ Ministr Stad Israel eo bet etre ar 17 a viz C'hwevrer 2001 hag ar 14 a viz Ebrel 2006.

Ar soudard[kemmañ]

E 1942 e teuas da vezañ ezel eus ar Gadna, ul luskad damvilourel evit ar re yaouank ha war-lerc'h e teuas da vezañ ezel eus Haganah, un aozadur damvilourel kuzh.

E 1953 e voe krouet ar "c'hommandoioù 101" gantañ.

E 1956, e-pad brezel ar Sinai, e voe e penn an harzourien-lamm.

E 1967, e-pad brezel ar 6 devezh e oa e penn eus unan eus rannoù al lu a yeas d'ar Sinai. Brud spontus a zeuas dezhañ koulz e-touez ar soudarded hag er bobl.

E 1973 e voe dilennet er C'hneset war listenn al Likoud, ur strollad bet krouet gantañ. E miz Here e voe e penn rann an tankoù a aloubas kanol Suez e-pad brezel ar C'hippour.

A-drugarez dezhañ e c'hellas ur 25.000 trevadenner bennak ober o annez etre 1977 ha 1981.

Ar Ministr soudard[kemmañ]

E 1982 e oa ministr an Difenn. Rediet e voe trevadennerien Yamit gantañ da vont kuit. Ar re a nac'he a veze diskaret o zi.

Er memes bloavezh e kasas al lu da vont el Liban. Dindanañ e voe drouglazhet Palestiniz e kampoù Sabra ha Chatila. E zilez e voe rediet da reiñ.

Ar politikour[kemmañ]

E 1998 e voe anvet da Vinistr an Aferioù Diavaez.

E penn al Likoud ez eas goude an dilennadegoù kollet e miz Mae 1999.

D'ar 6 C'hwevrer 2001 ez eas da benn ar vro hag addilennet e voe d'an 28 Genver 2003.

Ur voger etre Sisjordania ha Jeruzalem a lakaas da sevel.

E 2004, goude marv Yasir Arafat e krogas da varc'hata gant penn nevez Palestina : Mahmoud Abbas. Divizout a reas dilezel bandenn Gaza. D'an 11 a viz Gwengolo 2005, ne oa trevadenner ebet ken eno.

Pa oa bet bec'h en e strollad e tivizas kuitaat al Likoud ha d'an 29 a viz Du 2005 e voe savet ur strollad nevez gantañ : Kadima (קדימה, "war-raok").

E penn ar sontadegoù e oa pa savas ennañ un diwadenn-empenn d'ar 5 Genver 2006 a redias anezhañ da chom a-sav.