Louis L'Hévéder
Neuz
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Louis L'Hévéder, bet ganet d'ar 24 a viz Genver 1899 er Vinic'hi (Aodoù-an-Hanternoz d'an ampoent, Bro-C'hall) hag aet da Anaon d'an 9 a viz Here 1946 e Pariz (Seine d'ar mare-se, Bro-C'hall), a oa ur c'helenner hag ur politikour sokialour gall.
- Damdost da Landreger e voe desavet gant e dud, menajerien anezhe. Mab henañ un tiegezh a unnek a vugale e krogas gant e studi e skolaj Lannuon a-raok mont da lisead da Roazhon ma tapas e vachelouriezh war ar matematik. Da-heul e tibabas kendelc'her er Skol normal uhelañ ma teuas a-benn da gaout ar skolveuriegezh war ar matematik : kaset e voe d'An Oriant da gelenn an diskiblezh-se el Lise Dupuy de Lôme.
- E 1928 e voe dilennet e kanton Pont-Skorf da guzulier arondisamant an Oriant hag e 1929 e voe dilennet e kanton Pont-Skorf da guzulier-departamant ar Mor-Bihan. D'ar 4 a viz Mae 1930 e voe dilennet da gannad e kentañ pastell-votiñ ar Mor-Bihan e Kambr an deputeed an Trede Republik c'hall, dilennet er c'hentañ tro e 1932 hag e 1936 adarre. D'an 10 a viz Gouere 1940 e votas an hollc'halloudoù d'ar Marichal Pétain e Vichy. Anvet e voe er C'huzul broadel gant Renad Vichy e miz Genver 1941[1].
Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Annik Le Guen, Le Morbihan sous le Gouvernement de Vichy, Miz Kerzu 1993