Llanfair Caereinion

Eus Wikipedia
Ur pennad Llanfair zo ivez.
Llanfair Caereinion

Llanfair Caereinion zo ur gêriadenn hag ur barrez eus Powys, e Kembre. Emañ en hanternoz da gêr Y Drenewydd, war lez ar stêr Banwy. Poblet eo gant 1 810 a dud (2011).

Er Grennamzer e oa Llanfair Caereinion kreizenn bouezusañ cantref (korn-bro) Caereinion. Hervez ar richenn e voe savet Caereinion gant Einion Yrth, unan eus mibien Cunedda, e-kreiz ar Vvet kantved. Ur c'hreñvlec'h kozh anvet Caereinion zo e-kichen ar gêriadenn. Mathrafal, lez rouaned Rouantelezh Powys, a oa ur pemp kilometr bennak en hanternoz.

Dibenn ul linenn hent-houarn strizh a gaver e Llanfair Caereinion ha dont a ra touristed eus Y Trallwng betek ar gêriadenn evel-se.