Pennant Melangell

Eus Wikipedia

Ur gêriadennig eus Kembre eo Pennant Melangell, e gwalarn kontelezh Powys, e menezioù Maldwyn, hag eno e vez enoret santez Melangell. E penn uhelañ Cwm Pennant emañ, ur 5 km bennak er c'huzh-heol da Llangynog. Er Grennamzer e oa e kantref Mochnant.

Eno emañ eienenn ar stêr Tanad.

Iliz Pennant Melangell[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Iliz Pennant Melangell

Dont a ra anv ar gêriadenn eus hini santez Melangell, ur santez eus ar VIvet kantved pe VIIvet kantved, patronez ar barrez. Hervez ar vojenn e oa un Iwerzhonadez, merc'h d'ur roue. Tec'het e oa evit chom hep dimeziñ, ha deuet e oa da Bowys da vezañ penitiourez. E Cwm Pennant e oa o chom. Un deiz e teuas Brochwel (Brochfael), roue Powys (marteze Brochwel Ysgithrog) da chaseal er saonenn. Leuskel a reas e chas war-lerc'h ur c'had ac'h eas da guzhat dindan sae Melangell. Skoet e voe spered Brochwel ma roas dezhi douar ar saonenn, anvet diwar neuze Pennant Melangell. Ha Melangell a grouas neuze ul leandi bihan ma oa abadez.