Llanrhaeadr-ym-Mochnant

Eus Wikipedia
Llanrhaeadr-ym-Mochnant

Llanrhaeadr-ym-Mochnant zo ur gêriadenn hag ur barrez e hanternoz Powys, e Kembre. Nepell emañ diouzh Croesoswallt er reter ha Llangollen en hanternoz.

Gwechall e oa e cantref Mochnant hag alese e teu an anv.

Emañ e-harz torgennoù Y Berwyn. Nepell diouzh ar gêriadenn emañ Pistyll Rhaeadr, ul lamm-dour hag a seller outañ evel unan eus Seizh Marzh Kembre.

E 2011 e oa poblet gant 1195 a dud, ha 497 anezho (42,5%) a oa kembraegerien[1].

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An eskob William Morgan (1545-1604), hag a droas ar Bibl e kembraeg, a dremenas ur pennad evel person e parrezioù Llanrhaeadr-ym-Mochnant ha Llanarmon Mynydd Mawr etre 1568 ha 1587. Eno e reas anaoudegezh gant e wreg.

Ar barzh Walter Davies (Gwallter Mechain) eus Manafon a zeuas ivez evel person da Llanrhaeadr-ym-Mochnant e miz Du 1837. Mervel a reas e Llanrhaeadr d'ar 5 a viz Kerzu 1849 ha beziet e voe e bered ar barrez.

Ar barzh Robert Elis (Cynddelw) zo unan eus an dud brudet all a zo stag o anv ouzh Llanrhaeadr-ym-Mochnant, pa voe ganet eno e 1812.


  1. Statistical bulletin: 2011 Census: Key Statistics for Wales, Mawrth 2011. Swyddfa Ystadegau Cenedlaethol (The Office For National Statistics).