Lizherenneg siriek

Eus Wikipedia
Lizherenneg siriek
ܐ ܒ ܓ ܕ
ܗ ܘ ܙ ܚ ܛ ܝ
ܟܟ ܠ ܡܡ ܢܢ ܣ ܥ
ܦ ܨ ܩ ܪ ܫ ܬ

Implijet e veze al lizherenneg siriek evit skrivañ ar sirieg adal an 2 kantved a-raok ar varevezh voutin. Un abjad an hini eo evel an darn vrasañ eus an doareoù-skrivañ implijet gant ar yezhoù semitek, bet diorroet diwar stumm red lizherennoù al lizherenneg fenisek.

Skrivet e vez al lizherennoù a dehoù da gleiz hag stag an eil ouzh eben peurliesañ. Stummoù disheñvel o deus lizherennoù zo hervez ma vezont implijet e pen-kantañ ur ger, en diwezh pe etre lizherennoù all.

Bez ez eus 22 lizherenn kensonennel ha ret eo d'an hini a lenn divinout ar vogalennoù a vank keit ha na vez ket implijout sinoù ispisial evit o diskouez en un doare resisoc'h.

Tri doare pennañ disheñvel ez eus evit skrivañ al lizherenneg siriek

  • Estrangelā (diwar ar gresianeg στρογγυλη “ront”). Hennezh eo an doare koshañ ha klasel. Ne vez ket implijet ken an doare-skrivañ-mañ evit skrivañ ar sirieg en un doare ordinal;
  • Sertā (“linenn”), anvet ivez lizherenneg siriek ar c'hornôg pe c'hoazh lizherenneg maronitek pe jakobitek. Anat eo e oa bet diorroet diwar patrom an estrangela, met eeunoc'h eo lizherennoù ar stil-mañ hag a oa bet savet al lizherenneg nabateek, orin al lizherenneg arabek, diwarnañ. Peurliesañ e vez diskouezet ar vogalennoù dre implijout lizherennoù gresianek bihan a-us, a-is pe goude ar c'hensonennoù: Α (pennlizherenn) evit a hag al lizherenn vihan (α) evit ā (distaget o), ε (lizherenn vihan) evit e hag ē, Ι (pennlizherenn) evit ī hag Υ (pennlizherenn) mui o) (lizherenn vihan) evit ū.
  • Madnhāyā (“reter”), anvet ivez lizherenneg asiriek, c'haldeek pe c'hoazh nestorek diwar ul lesanv implijet gwechall evit kunujenniñ ar gristenien a veve e Impalaeriezh Persia. Tostoc'h eo stumm lizherennoù ar stil-mañ ouzh re an estrangela. Implijet e vez ur sistem pikoù ispisial evit diskouez ar vogalennoù a ranker distagañ.
Aleph Beth Gamal Daleth He Waw Zayin Heth Tet Yodh Kaph
ܐ

ܐ

ܒ

ܒ

ܓ

ܓ

ܕ

ܕ

ܗ

ܗ

ܘ

ܘ

ܙ

ܙ

ܚ

ܚ

ܛ

ܛ

ܝ

ܝ

ܟܟ

ܟܟ

ܟ

ܟ

Lamedh Mem Nun (lizherenn)|Nun Simketh Ayin Pe Sadhe Qoph Resh Shin Taw
ܠ

ܠ

ܡܡ

ܡܡ

ܢܢ

ܢܢ

ܣ

ܣ

ܥ

ܥ

ܦ

ܦ

ܨ

ܨ

ܩ

ܩ

ܪ

ܪ

ܫ

ܫ

ܬ

ܬ

ܡ

ܡ

ܢ

ܢ

Lizherennoù al lizherenneg siriek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Letter Estrangelā (klasel) Madnhāyā (reter) Karakter
Unicode
Distagadur
Stumm
boutin
En diwezh
stag
En diwezh
distag
Stumm
boutin
En diwezh
stag
En diwezh
distag
’Ālaf       ܐ ʔ
pe mut
Bēṯ     ܒ kalet: v pe w
Gāmal     ܓ kalet: g
blot: ɣ
Dālaṯ         ܕ kalet: d
blot: ð
        ܗ h
Waw         ܘ >kensonenn: w
mater lectionis: u pe o
Zayn         ܙ z
Ḥēṯ     ܚ ħ pe x
Ṭēṯ     ܛ
Yōḏ     ܝ kensonenn: j
mater lectionis: i pe e
Kāf ܟ kalet: k
blot: x
Lāmaḏ     ܠ l
Mīm     ܡ m
Nūn ܢ n
Semkaṯ   /   ܣ / ܤ s
‘Ē     ܥ ʕ
    ܦ hard: p
soft: f pe w
Ṣāḏē         ܨ
Qōf     ܩ q (voiceless uvular plosive)
Rēš         ܪ r
Šīn     ܫ ʃ
Taw         ܬ kalet: t
blot: θ
            Lāmaḏ hag 'Ālaf stag
e diwezh ur ger
      /   Taw and 'Ālaf combined
at end of word


Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.