Waw

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Waw (lizherenn))
Mont da : merdeiñ, klask

C'hwec'hvet lizherenn meur a abjad semitek eo waw (grog), en o zouez al lizherennegoù fenisek aramaek, hebraek (ו) , siriek (ܘ) hag arabek (و|). Renket e vez e 27vet plas hervez urzh al lizhrennek arabek a-vremañ.

Dont a ra hec'h anv diwar ar fed ma veze heñvel he stumm orin ouzh hini ur c'hrog.

Distaget e vez (LFE) [w]. En hebraeg he deus al lizherenn-mañ tri doare distagañ disheñvel hervez lec'h ur pik: ו: /v/; וּ: /u/; וֹ: /o/

Diwar stumm al lizherenn fenisek-mañ e oa bet diorroet al lizherennoù gresianek digamma Ϝ hag upsilon Y, estruskek F, V, latin F, V ha Y ha war-lerc'h U ha W ha kirillek У ha Ѵ.

Portal.svg Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.