Abjad

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Un doare-skrivañ ispisial eo un abjad ha implij lizherennoù a ra dave da gensonennoù hepken. Krouet e oa bet an termen gant Peter T. Daniels.

Un destenn skrivet en hebraeg hep vogalenn ebet

Implijet e vez seurt doareoù-skrivañ gant ar yezhoù semitek nemetken a-drugarez da berzhioù resis yezhadur ar yezhoù-se.

Ar memes testenn gant niqqud a ziskouez penaos distagañ ar vogalennoù [1]

Koulskoude, an darn vrasañ eus ar yezhoù semitek a-vremañ evel an arabeg a implij doareoù-skrivañ a c'hell bezañ abjadoù rik, da lâret eo hep diskouez penaos e rank bezañ distaget ar vogalennoù, pe c'hoazh damabjadoù hag a implij skrapoù pe traoù all evit diskouez distagadur ar vogalennoù (gw. niqqud).

Meur a zoare-skrivañ a zo bet diorroet diwar un abjad en ur ouzhpennañ sinoù evit ar vogalennoù hag a zo deuet da vezañ dre-se lizherennegoù, da skwer al lizherenneg c'hresianek savet diwar an abjad fenisek. Gwechoù all, avat, int deuet da vezañ un abugida evel ar skritur etiopek.

Gwelet ivez:[kemmañ]