Bet

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Bet (lizherenn))
Mont da : merdeiñ, klask

Eil lizherenn meur a abjad semitek eo bet(h) (ti), en o zouez al lizherennegoù fenisek aramaek , hebraek (ב) , siriek (ܒ) hag arabek ().

Dont a ra hec'h anv diwar ar fed ma veze heñvel he stumm kentañ ouzh hini un ti.

Distaget e vez (LFE) [b]. En hebraeg e vez distaget [b] gant dagesh (בּ) ha [v] hep dagesh (ב).

Diwar stumm al lizherenn fenisek-mañ e oa bet diorroet al lizherennoù gresianek beta B, estruskek Z, latin B ha kirillek B ha Б.

Hervez ar sistem niverenniñ hebraek gematria e talvez al lizherenn-mañ da 2.

Unan us ar seizh kensonenn eo houmañ ma c'heller he skrivañ gant ur gurunennig anvet tagin.

Portal.svg Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.