Livioù panslav

Eus Wikipedia
Ar banniel panslav degemeret e-kerzh Kendalc'h Praha e 1848

Al livioù panslav (pe livioù hollslav) eo ar glaz, ar gwenn hag ar ruz. Degemeret e voent e-kerzh Kendalc'h Panslav Praha e 1848. Diazezet int war Banniel Rusia a zo gwenn, glas, ruz (hemañ diazezet er penn kentañ war hini an Izelvroioù). Adkavet e vez al livioù-se war un darn vat eus bannieloù ar stadoù slav, dreist-holl ar re savet e dibenn an XIXvet kantved hag en XXvet kantved.

Bannieloù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Bohemia-Moravia
(1939-1945)
Bulgaria Krimea
(1992/1999-bremañ)
Kroatia Montenegro
(1992-2004)

Tchekoslovakia
ha Republik Tchek
Rusia Rusined Republik Serb Bosnia Serbia

Slovakia Slovenia Sorabed Voivodina Yougoslavia
(1918-1945) (1993-2003)

Stadoù slav na reont ket gant al livioù-se : Belarus, Bosnia-ha-Herzegovina, Montenegro (abaoe 2004), Polonia, Ukraina.