Banniel an Izelvroioù

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ur banniel triliv eo hini an Izelvroioù. Kenfeurioù e ventoù 2:3

Banniel an Izelvroioù zo ennañ tri liv, ruz, gwenn ha glas, a-led. Heñvel a-walc'h eo ouzh banniel Luksembourg.

Ar stadoù emren eus an Antilhez a zo e dalc'h Rouantelezh an Izelvroioù (Aruba, Curaçao, Sint Maarten), o deus bannieloù dezho o-unan.

[kemmañ] Istor

Er Grennamzer e oa bannieloù disheñvel gant pep proviñs. E dibenn ar XVvet kantved pa voe unanvet proviñsoù an Izelvroioù dindan un aotrou hepken e voe graet gant ur banniel boutin evit aroueziañ o unander : Kroaz Bourgogn a reer eus ar banniel-se, gant bodoù lore ruz kroaziet war ur foñs gwenn.

Banniel ar Seitek Proviñs
Banniel ar Priñs
Banniel triliv ar Republik Batav


Dont a ra ar banniel zo bremañ eus ar « Prinsenvlag », « banniel ar priñs ». Gwilherm Oranje-Nassau, a oa e penn an emsavadeg a-enep ar Spagnoled, er XVIvet kantved, eo en doa graet gant ur banniel triliv orañjez, gwenn ha glas, e livioù, a zeuas da vezañ re ar Proviñsoù Unanet (Seizh Izelvro Unanet). Diwezhatoc'h e voe lakaet liv ruz e-lec'h al liv orañjez, evit ma vefe gwelet splannoc'h moarvat.


Pa voe savet ar Republik Batav d'ar 14 a viz C'hwevrer 1796 e voe kemeret ar banniel triliv-se da arouez ivez, gant un dresadenn er c'horn uhelañ gant tudenn ar Frankiz hag al leon eus an Izelvroioù. Adkemeret e voe an triliv boas gant tiegezh Oranje, pa zeuas e penn ar vro adarre e 1814.


Ar banniel triliv, ruz, gwenn ha glas, evel m'emañ bremañ, a oa bet degemeret da vat gant ar vro e 1937.


Flag of the Netherlands.svg Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.
Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all