Livermoriom

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
L I V E R M O R I O M Radiation warning symbol.svg
0 0 0 0 0 0 0 0
(ununpentiom)Livermoriom(ununseptium)
Po
Lv
(Usn)
taolenn beriodek, livermoriom
Perzhioù hollek
Niver atomek 116
Rummad kimiek Metaloù paour
Strollad, trovezh, bloc'h 16, 7, p
Tolz atomek [293] u
Aozadur elektronek
[Rn] 5f14 6d107s27p4[1]

Dasparzh an elektronoù
dre liveoù gremm :
2, 8, 18, 32, 32, 18, 6(diouganet)

Electron shell 116 Livermorium - no label.svg
Perzhioù atomek
Niver oksidadur 2, 4 (diouganet)
Tredanleiegezh (stlenn ebet)
Gremmoù ionadur 1 : 723,6 kJ/mol (diouganet)
Skin atomek (stlenn ebet)
Skin kenamsav 175 pm (brasjedet)
Skin Van der Vaals (stlenn ebet)
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled (diouganet)
Douester (20°C) 12,9 (diouganet)
Teuzverk (stlenn ebet)
Bervverk (stlenn ebet)
Tredanharzusted (stlenn ebet)
Neuz an elfenn

?
(Ur c'haled neuz ur metal arc'hantet dezhañ, war a greder)

Un elfenn gimiek eo al livermoriom ; Lv eo e arouez kimiek, 116 e niver atomek ha 293 e dolz atomek diouganet.
Ur metal paour eo hervez e niver atomek, evel 13Al, 31Ga, 49In, 50Sn, 81Tl, 82Pb, 83Bi ha 114Fl.
Un elfenn genaozet gant mab-den eo, n'er c'haver ket en natur. Skinoberiek-kenañ eo al livermoriom.

Istor[kemmañ]

Er bloavezh 2000, Ensavadur Unvanet an Enklaskoù Nukleel (ruseg : Объединённый институт ядерных исследований, ОИЯИ) e Dubna[2] a vombezennas kuriom-248 (248Cm) gant ionennoù kalkiom-48 (48Ca) ; gounezet e voe un atom hepken eus izotop 292 an elfenn 116 (292116), a c'hanas rannoùigoù α gant un hanter-vuhez a 61 ms.
Kadarnaet e voe an dizoloadenn gant Lawrence Livermore National Laboratory e Kalifornia, a embannas an disoc'hoù e 2003.[3]
E miz Mezheven 2011 ez anzavas an International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC) dizoloadenn an elfennoù 114 ha 116 [4]. An anv moscovium a voe kinniget gant EUEN Dubna, en enor da gêr Voskov, hogen livermoriom a voe dibabet gant an IUPAC d'an 31 a viz Mae 2012 en enor da Lawrence Livermore National Laboratory.[5]

Perzhioù[kemmañ]

Dianav evit ar mare, en abeg da hanter-vuhez re verr al livermoriom.

Izotopoù[kemmañ]

Bez' ez anavezer 4 izotop eus Lv, skinoberiek an holl anezho.

Izotopoù stabilañ al livermoriom
Izotop  % en natur Hanter-vuhez Dizoloadenn
290Lv kevanaozet 7,1 ms 2002
291Lv kevanaozet 18 ms 2003
292Lv kevanaozet 18 ms 2004
293Lv kevanaozet 61 ms 2000

Arver[kemmañ]

Hini ebet.

Notennoù[kemmañ]

  1. Royal Society of Chemistry
  2. War-dro 125 km en norzh da Voskov emañ Dubna. Un Наукоград, naukograd, "Kêr ar Skiantoù" eo ez-ofisiel.
  3. Lawrence Livermore National Laboratory (en) Liamm oberiant 06 GEN 13
  4. IUPAC (en) Liamm oberiant 06 GEN 13
  5. IUPAC (en) Liamm oberiant 06 GEN 13

Daveennoù[kemmañ]


Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv ~ Taolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok

Dmitriy Mendeleyev ~ Ernest Rutherford