Liac'hven
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ul lia-vaen, pe liac'h-vaen, pe liac'h, pe liac'hven[1], pe taol-vaen, zo un aozadur mein e stumm un daol vras graet gant tud eus pobloù pe sevenadurioù en amzer a vez graet ar Ragistor anezhañ. Hiziv e ouzer ez int bezioù goloet gant mein, savet etre dibenn ar Vvet milved kent JK ha dibenn an IIIe milved kent JK en Europa. E broioù ar Reter Pellañ ez eus bet savet un toullad ivez er Iañ milved kent JK.
Goloet e oa ar bezioù gant krugelloù, bernioù douar a vez graet tumuli anezho, ha ne chom netra anezho peurvuiañ.
[kemmañ] Ar stummoù anezho
En o stad a vremañ ez eo hañval al liac'hvenoù ouzh taolioù, ken e veze soñjet e oant aoterioù pagan. Met e gwirionez int kambroù ma veze douaret korfoù, ha ribouloù dindan zouar e-barzh krugelloù a zo bet krignet hag aet da get tamm-ha-tamm a-hed ar c'hantvedoù.
A-wechoù e vez un trepas da vont enne, ur « rakkambr » dirak ar gambr a c'hall bezañ hirgarrezek , liestuek, pe gelc'hiek.
[kemmañ] Notennoù
- ↑ Liac'h ha liac'hven e Geriadurig Roparz Hemon. Lia, liac'h, lia-vaen e Geriadur Favereau, pajennoù 478 ha 944.
[kemmañ] Skeudennoù hefiñv
Taolenn |
[kemmañ] Skeudennoù
[kemmañ] E Breizh
|
Lia-vaen Kerbourg, e Sant-Lefer, Liger-Atlantel, Breizh |
Lia-vaen La Roche-aux-Fées en Essé, Il-ha-Gwilun, Breizh |
[kemmañ] E broioù all
|
Lia-vaen Paço das Vinhas, e Portugal |
Lia-vaen Barrocal, e korn-bro Evora, e Portugal |
||
|
Lia-vaen Tierques, en Aveyron |
Lia-vaen Wéris, e proviñs Luxembourg, e Belgia |
Lia-vaen e Poatev, e Bro-C'hall |
|
|
Lia-vaen ar Rascassols, Gard, Okitania |
|||
|
Lia-vaen Gennes-sur-Loire, Maine-et-Loire, Bro-C'hall |
Lia-vaen an Erves, e Sainte-Suzanne, Mayenne, Bro-C'hall |
Liac'hven Tella, e proviñs Huesca, en Aragon |
Liac'hven Santa Elena, e Biescas, e proviñs Huesca, en Aragon |
|
Liaven Cova d'en Daina, e Romanyà de la Selva , Baix Empordà, Katalonia |

