Liñs Iberia
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
Lynx pardinus
|
|||||
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Urzhiad : | Carnivora | ||||
| Kerentiad : | Felidae | ||||
| Genad : | Lynx | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Lynx pardinus Temminck, 1827 |
|||||
| Statud CITES : | Adwel 18-01-1990 |
||||
| Statud CITES : | Adwel 04-02-1977 |
||||
| Statud CITES : | Adwel 22-04-1976 (e Tunisia) |
||||
|
|||||
Liñs Iberia, pe liñs Pardel, (Lynx pardinus pe Felis pardina) a zo ur spesad eus ar genad Lynx.
[kemmañ] Perzhioù
Heñvel a-walc'h ouzh liñs Eurazia eo liñs Iberia hag unan eus e isspesadoù a veze graet anezhañ n'eus ket pell 'zo. Bihanoc'h eo avat, ha marellet eo e vlevenn pa n'eus nemet roudennoù damsklaer war hini e genderv en hanternoz.
Pouezañ a ra war-dro 12-13 kg, un tammig nebeutoc'h evit ar parezed. Ar pared a vuzul 98 cm hag ar parezed 88 cm gant ul lost 12-13 cm. An aneval tostañ eus liñs Eurazia eo moarvat ha gantañ e kenvevas er pireneoù war a seblant. Debriñ a ra bronneged bihan dreist holl evel ar c'honikled pe ar gedon. Er c'hoadegoù ha strouezhegoù e vev dreist holl.
Ar parezed o deus etre unan ha pemp kolen e Meurzh pe Ebrel goude un dougen a zaou viz. Gouennañ a c'hellont goude ur bloaz.
[kemmañ] Annez
Unan eus anevaled ralañ Europa eo al liñs pardel. Bevañ a rae gwechall el ledenez a-bezh ha ne dreuzvev hiziv nemet en un nebeud rannvroioù. Ne vefe mui nemet 150 anezho en natur hag e Coto Doñana hag Andújar hepken e vefe ar boblañs bras a-walc'h evit ma c'hellfent gouennañ. Al liñs pardel a zo gwarezet gant al lezenn met en arvar emañ c'hoazh en abeg d'ar bigrierezh, da zistrujadur e annez ha d'ar miksomatoz a zo bet dinodet e breizhoù gantañ.
E 2005 e voe ganet liñsoù Iberia en ur mirlec'h evit ar wech kentañ, ar pezh a laka da esperiñ saveteiñ ar spesad zoken ma ya da get en natur.