Leonor Foix

Eus Wikipedia

Leonor Trastamara hag Evreux, pe Leonor Iañ Navarra, ganet en Olite e 1426, ha marvet e Tudela e 1479, a voe infantez Aragon ha Navarra, kontez Foix dre he dimeziñ (1441-1472), gouarnerez (adalek 1455) ha rouanez Navarra a anv (1464–1479) ha rouanez Navarra da vat e-pad teir sizhun (28 a viz Genver - 12 a viz C'hwevrer 1479).

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pevare bugel ha trede merc'h an infantez Blanca Iañ Navarra (1385-1441) e oa. He mamm a voe rouanez Navarra eus 1425 betek he marv e 1441. He zad Juan II Aragon (1398-1479), a oa eil pried he mamm, a oa roue dre zimeziñ. Da varv e wreg rouanez avat e tlee ar gurunenn mont gant e verc'h henañ Blanca Aragon, pe Blanca II Navarra(1424-1464). Dre laer eo e kemeras Juan kurunenn Navarra e 1441 ha perzh a gemeras Leonor e gwalldaol he zad.

E 1458 e teuas da vout roue kurunenn Aragon ouzhpenn.

Dimeziñ a reas Leonor d'an infant Juan Aragon, dug Peñafiel: e eil pried e oa-hi. Pa varvas he breur Carlos Aragon (1421-1461), pe Carlos Viana (Charlez IV), en dije he zad Yann II roet he c'hoar Blanca dezhi da ziwall, hag he dije laosket anezhi da vervel er vac'h.

Derc'hel a reas Navarra evit he zad adal 1455 betek 1479. Da gentañ e oa « letanant jeneral Navarra » (1455-1469) ha goude evel « gouarnourez Navarra » (1471-1479).

Leonor Foix a deuas da vezañ Rouanez Navarra d'an 19 a viz Genver 1479, e-keit ma tegouezhe douaroù kurunenn Aragon gant he hantervreur Fernando II Aragon (1452-1516), lesanvet Fernando ar C'hatolik. Mervel a reas teir sizhun goude, d'an 12 a viz C'hwevrer 1479.

Skoed Leonor


Dimeziñ ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz Gouhere 1436 e timezas Leonor da kont Foix, Gaston IV Foix-Bearn (1425-1472), eus Tiegezh Grailly. Nemet 11 vloaz ne oa an daou bried, ha ne voe ket sevenet an dimeziñ a-raok un toullad bloavezhioù rak e 1443 nemetken eo e voe ganet o bugel kentañ.

Dek bugel o doe: