Laurent Gbagbo

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Gbagboci.jpg

Laurent Koudou Gbagbo (ganet d'an 31 a viz Mae 1945) zo ur politikour eus Aod an Olifant, bet prezidant ar vro etre 2000 ha 2011.

Er bloavezhioù 1970 e oa Laurent Gbagbo un eneber ouzh ar prezidant Félix Houphouët-Boigny ha bac'het e voe eus miz Meurzh 1971 da viz Genver 1973. Goude studioù uhel e Pariz (Bro-C'hall) ma tapas un doktorelezh e teuas da vezañ rener Ensavadur an istor, an arz hag an arkeologiezh afrikan e skol-veur Abidjan. E 1982 e kemeras perzh e krouidigezh an FPI (Front Populaire Ivoirien) ha mont da glask repu e Bro-C'hall. Goude e zistro d'e vro e 1988 e voe anvet pennsekretour an FPI. Gounit a reas an dilennadegoù e 2000 hag e teuas da vezañ trede prezidant Aod an Olifant d'ar 26 a viz Here 2000.

E 2005 e tlee bezañ termen e brezidantelezh met ampellat a reas an dilennadegoù a vloaz da vloaz betek miz Du 2010. D'an 2 a viz Kerzu 2010 e tisklêr Bodad Dizalc'h evit an Dilennadegoù eo aet an trec'h gant Alassane Ouattara (gant 54.1 % eus ar mouezhioù). Ar C'huzul bonreizhel (anvet e holl izili gant Laurent Gbagbo) a sav a-enep an disoc'hoù-se hag a lak Laurent Gbagbo trec'h en dilennadegoù. Goude ur brezel diabarzh etre arme Gbagbo ha hini Ouattara eo harzet Laurent Gbagbo d'an 11 a viz Ebrel 2011 en Abidjan.


Prezidanted Aod an Olifant

Félix Houphouët-Boigny | Henri Konan Bédié | Robert Guéï | Laurent Gbagbo | Alassane Ouattara

  Banniel Aod an Olifant