Alassane Ouattara

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Alassane Ouattara.jpg

Alassane Dramane Ouattara (ganet d'ar 1añ a viz Genver 1942) zo ur politikour eus Aod an Olifant ha prezidant ar vro.

Goude e studioù war an ekonomiezh en deus labouret er Font moneizel etrebroadel. Bez' e voe Kentañ Ministr Aod an Olifant etre 1990 ha 1993 e gouarnamant Félix Houphouët-Boigny. Lakaat a reas e anv e dilennadegoù 2010 ha disklêriet e voe trec'h war Laurent Gbagbo gant ar Bodad Dizalc'h evit an Dilennadegoù. Nac'het e voe an disoc'h-se gant Gbagbo hag ur brezel diabarzh a darzhas etre an daou strollad betek ma voe harzet Laurent Gbagbo e miz Ebrel 2011. Kregiñ a reas Alassane Ouattara gant e garg a brezidant e miz Mae 2011.


Prezidanted Aod an Olifant

Félix Houphouët-Boigny | Henri Konan Bédié | Robert Guéï | Laurent Gbagbo | Alassane Ouattara

  Banniel Aod an Olifant