Robert Guéï

Eus Wikipedia

Robert Guéï (16 a viz Meurzh 1941 - 19 a viz Gwengolo 2002) a oa ur soudard eus Aod an Olifant, bet prezidant ar vro etre 1999 ha 2000.

Goude bezañ bet stummet e skolioù soudardel e Ouagadougou (e Burkina Faso hiziv) hag e Saint-Cyr (Bro-C'hall) e tistroas d'e vro ma harpas politikerezh ar prezidant Félix Houphouët-Boigny. E penn kentañ ar bloavezhioù 1990 e waskas emsavadegoù soudarded pe studierien. Goude dilennadeg 1995 e voe skarzhet gant Henri Konan Bédié abalamour m'en doa nac'het kas an arme ouzh partizaned Laurent Gbagbo ha re Alassane Ouattara.

Lakaet e voe Guéï e penn ar Stad d'ar 24 a viz Kerzu 1999 goude an taol-Stad a zistroadas Bédié. Trec'het e voe e dilennadeg miz Here 2000 gant Laurent Gbagbo met nac'h a reas anzav an disoc'h ha gwaskañ an dud a vanifeste a-enep dezhañ a-raok tec'hel kuit. D'an 19 a viz Gwengolo 2002 e voe muntret, asambles gant e wreg, en Abidjan.


Banniel Aod an Olifant Prezidanted Aod an Olifant
Félix Houphouët-Boigny | Henri Konan Bédié | Robert Guéï | Laurent Gbagbo | Alassane Ouattara