Félix Houphouët-Boigny

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Félix Houphouët-Boigny e 1962

Félix Houphouët-Boigny, ganet Dia Houphouët, (wd 1905[1] - 7 a viz Kerzu 1993) a oa ur politikour ha prezidant kentañ Aod an Olifant.

Studioù war ar vezegiezh a reas ha medisin e voe en e vro etre 1925 ha 1939. E 1939 e teuas da vezañ merour kanton Akouè hag e voe e karg eus plantadeg e familh. Krouiñ a reas ur sindikad e 1944 (Syndicat Agricole Africain) evit difenn ar blanterien afrikan ouzh an drevadennerien. E 1945 e voe dilennet da gannad e bodadenn vonreizhañ Bro-C'hall ha dre-se e tivizas ouzhpennañ ar ger Boigny (tourz) ouzh e anv.

Ne faote dezhañ bezañ dizalc'h diouzh Bro-C'hall nemet pa vefe tizhet an dizalc'hiezh ekonomikel gant e vro, er c'hontrol diouzh Ahmed Sékou Touré ha gantañ e vefe bet savet ar ger Françafrique a ra meneg eus kenlabourerezh don etre Bro-C'hall hag ar broioù bet trevadennet ganti. N'eo nemet dre heg neuze ma tisklêrias dizalc'hiezh Aod an Olifant d'ar 7 a viz Eost 1960.

Mervel a reas d'ar 7 a viz Kerzu 1993 ha Henri Konan Bédié a voe lakaet e penn ar vro.

Notenn[kemmañ]

  1. Hervez e vuhezskrid ofisiel e vefe ganet d'an 18 a viz Here 1905 met diaes eo krediñ en deiziad-se dre ne oa marilh ebet evit ar ganedigezhioù d'ar c'houlz-se eno.


Prezidanted Aod an Olifant

Félix Houphouët-Boigny | Henri Konan Bédié | Robert Guéï | Laurent Gbagbo | Alassane Ouattara

  Banniel Aod an Olifant