Latinus

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Eneae lez ar roue Latinus , gant Ferdinand Bol, 1661-1663 ca, Amsterdam, Rijksmuseum.


Latinus pe Latinos zo anv un den pe doue e mojennoù Roma ha Hellaz.


Mojennoù Hellaz[kemmañ]

Hervez Teogonia ar barzh Hesiodos e oa mab da Odisseüs ha Kirke hag e renas war ar Tyrsenoi, da lavarout eo an Etrusked, gant e vreudeur Ardeas ha Telegonus.

Kalz diwezhatoc'h e voe graet anv anezhañ evel mab da Bandora ha breur da C'hraecus[1] Koulskoude, hervez Hesiodos, eo tri breur en doa Graecus: Hellen, Magnitas ha Makedon, ha Makedon a oa tad da Doros, Xouthos hag Aeolos. Evit o mamm Pandora a oa merc'h da Deukalion ha Pyrrha.

Mojennoù Roma[kemmañ]

Roue al Latined e oa Latinus, pe Lavinius, hervez mojennoù Roma hag Aeneid Vergilius.

A-wechoù e vez graet mab Faunus ha Marica anezhañ, pried da Amata ha tad da Lavinia. Eñ an hini a zegemeras Aeneas hag e arme harluidi goude Brezel Troia hag a ginnigas dezho diazezañ e Latium. E verc'h Lavinia a oa bet prometet d'ar roue Turnus, roue ar Rutuli.


Notennoù[kemmañ]



Lennadurezh[kemmañ]


Gwelout ivez[kemmañ]