Graecus

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Graecus pe Græcus (pe Γραικός hervez ar gregach) a oa, hervez Ηοίαι ( "Eoiae" ) Hesiodos, war-dro 650 kent JK, mab da Bandora (merc'h da z-Deukalion ha Pirra ha merc'h-vihan Pandora), ha d'he serc'heg Zeus.

C'hoar e oa da Hellen, ha gant ar breur-se hag e dri mab Dorus, Xuthus (gant e vibien Ionas, Achaeus) hag Aeolos, a zo orin ar meuriadoù kozh a eas da sevel ar bobl hellenat kozh.


[kemmañ] Mojennoù diwezhatoc'h

Hervez Stefan Bizantion eo mab da d-Thessalus e oa Graecus. Hervez Vergilius e oa breur da Latinus.

Ur meuriad hellazek zo bet anvet Graesianed, hervez ar vojenn, diwar anv Graecus. Int a vije bet an Hellaziz kentañ o trevadenniñ Italia.

Ar vro anvet Magna Graecia a zo bet anvet diwar o lerc'h. Gant al Latined e vez graet an anv-se ouzh an holl Hellened abalamour ma 'z eo ar C'hresianed eo ar re gentañ eus an Hellened a voe anavezet gante.

[kemmañ] Notennoù


[kemmañ] Liammoù diavaez

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all