Hellen

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Hellen (Ἕλλην / Héllên e gregach) a oa roue Fthia e Tessalia, ha tad an holl Hellened, da lavarout eo tud Hellaz. Mab e oa da z-Deukalion ha da b-Pyrrha, hervez mojennoù zo, da Zeus ha Dorippe hervez re all. Dimezet e oa d'an nimfenn Orseis , ha tri mab o doe:

Hellen ha gerioù deveret[kemmañ]

Diwar anv Hellen e teu ar gerioù-mañ:

  • an Hellened, ar bobl, ar gregach o yezh,
    • hellenaat, reiñ doare an Hellened
  • Hellaz (Ἑλλάς / Hellás), bro an Hellened
  • an anv-gwan hellengar hag an anv-kadarn hellengarour (a gar an Hellened)
  • an anv-gwan hellenek, a denn d'ar sevenadur hellenek, hini an dud a gomz helleneg (ger dizimplij), pe gregach, pe gresianeg, o yezh skignet ganto e-maez Hellaz)
  • an anv-kadarn hellenegour, den a studi ar sevenadur hellenek? hag an hellenegouriezh, an danvez-studi
  • an hellenadegezh, anv graet eus ar marevezh istorel hellenadek, ur ger ijinet da envel ur marevezh eus ar sevenadur hellenek.