Mont d’an endalc’had

Kuzul Kenaozañ Strolladoù hag Aozadurioù Maoour Su Azia

Eus Wikipedia

Kuzul Kenoazañ Strolladoù hag Aozadurioù Maoour Su Azia (KKSAMSA) (e saozneg: Coordination Committee of Maoist Parties and Organisations of South Asia: CCOMPOSA) a zo anv un aozadur etrebroadel bodet enni meur a strollad hag aozadur komunour marksour-leninour oberiant e Su Azia, difennet gante ar vaoouriezh, gantañ da bal kenurzhiañ oberoù an izili bodet ennañ koulz en Su Azia hag e lec'h all seul wezh mar bez ezhomm.

Ezel eo ivez meur a strollad hag aozadur e diabarzh KKSAMSA eus al Luskad Dispac'hel Etrebroadelour (Revolutionary Internationalist Movement: RIM).


Strolladoù bet krouet KKSAMSA gante

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krouet e oa bet KKSAMSA e 2001 gant ar strolladoù-mañ:

E 2003 e kendeuzas Kreizenn Komunour Dispac'hel India (Maoour) ((RCCI(M)) gant Kreizenn Komunour Maoour (MCC) o tont da vezañ Kreizenn Komunour Maoour India (MCCI). E 2004 e kendeuzas MCCI gant Strollad Komunour India (Marksour-Leninour) Brezel ar Bobl(CPI (M-L) (PW)), o tonrt da vezañ Strollad Komunour India (Maoour))

Disklêriadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da geñver eil kendalc'h bloaziek KKSAMSA e 2002 e oa bet embannet gant an Aozadur un disklêriadur[1] o teskrivañ palioù ha mont-en-dro KKSAMSA e diabarzh ar politikerezh dispac'hel e Su Azia. Disklêriet e oa bet e vefe heuliet gant KKSAMSA al linenn bolitikel bet savet gant Marx, Lenin ha Mao ha da deskiñ hervez skouer brezel ar bobl renet e Perou, Nepal, Filipinez, India, Turkia hag e lec'hioù all.

Ar Pevare Kendalc'h

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dalc'het e oa bet Pevare Kendalc'h KKSAMSA e Miz Eost 2006 e Nepal, bet kemeret perzh ennañ eizh strollad en holl, en o zouez Strollad Komunour Selan (Maoour) a chomas hep sinañ ar disklêriadurioù abalamour d'ar fed en doa ar strollad-se statud un evezhier nemetkeñ moarvat:

  • Strollad Proletaer Reter Bengal (Kuzul Kreiz)
  • Strollad Komunour Reter Bengal (Marksour-Leninour) (Lal Patakar)
  • Strollad Komunour Bangladesh (Marksour-Leninour) (Dutta)
  • Strollad Komunour Bhoutan (Marksour-Leninour-Maoour)
  • Strollad Komunour Nepal (Maoour)
  • Strollad Komunour India (Maoour)
  • Strollad Komunour India (Marksour-Leninour) (Naksalbarek)
  • Kreizenn Komunour Dispac'hel India (Marksour-Leninour-Maoour)

Kreñvaet e oa al liammoù kenskoazell ha kenurzhiañ ha disklêriet e oa bet e chomfe hep en em emellañ strolladoù Nepal e brezel ar bobl en India.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]