Strollad Komunour India (Marksour-Leninour) (Naksalbarour)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Indicom02.jpg

Strollad Komunour India (Marksour-Leninour) (Naksalbarour) (e saozneg: Communist Party of India (Marxist-Leninist) Naxalbari) a zo anv ur strollad komunour marksour-leninour maoour bet krouet en India e 1997 p'en em gendeuzas Strollad Komunour Kerala ha Strollad Komunour Maharashtra, oi vezañ an div unanenn stad a vanas eus Kuzul Adaodazañ Kreiz, Strollad Komunour India (Marksour-Leninour) (KAK, SKI (ML) (Central Reorganization Committee, CPI(ML): CRC, CPI (ML)) bet divodet ez-ofisiel e 1991 goude ma'c'h eus kuit un meur a ezel izili e 1987 bet savet gante da heul Strollad Komunour India (Marksour-Leninour) Banniel Ruz.

E penn unanenn vihan Strollad Komunour India (Marksour-Leninour) Banniel Ruz en Andhra Pradesh e oa Rauf ha goude ma oa bet lazhet an darn vrasañ eus ar pennoù anezhañ gant polis India e 1980 ec'h eas an unanenn-se da get mui-pe-vui. O stourm e oa bet Rauf e-keit all evit lakaat Banniel Ruz da vont muioc'h war an tu-kleiz hag a-benn ar fin e tilezas ar Strollad e 2000 gant izili all a savas a-du gantañ ha dont a reas a-benn da vezañ Sekterour-Meur ar Strollad nevez-krouet Strollad Komunour India (Marksour-Leninour) (Naksalbarour) pa gendeuzas e disrann-eñ gant Kreizenn Unvaniezh Maoour, Strollad Komunour India (Marksour-Leninour) (Maoist Unity Centre CPI(ML)).

Sevel a ra ar Strollad a-du gant linenn bolitikel Mao Zedong hag unan eus ar strolladoù bet savet gante Kuzul Kenoazañ Strolladoù hag Aozadurioù Maoour Su Azia (KKSAMSA) an hini eo ouzhpenn bezañ bet ur c'hannad evit dont da vezañ un ezel eus al Luskad Dispac'hel Etrebroadel (RIM) a-drugarez d'ar fed ma oa bet savet ar Strollad war diazezoù Kuzul Adaodazañ Kreiz, Strollad Komunour India (Marksour-Leninour), unan eus an aozadurioù bet lañset al Luskad gante er penn-kentañ.

A-du emañ Strollad Komunour India (Marksour-Leninour) (Naksalbarour) gant stourm dre guzh gant an armoù ha n'anavez nemet strolladoù all evel Strollad Komunour India (Maoour) evel strolladoù komunour gwirion.