Klotenn
Ur glotenn zo graet gant ur son, pe ur soniad, a zo heñvel e dibenn daou c'her disheñvel, a lakaer e diwezh gwerzennoù : a-wechoù div werzenn, a-wechoù muioc'h. An testennoù gant klotennoù a vez renket er gennad lennegel a reer ar varzhoniezh anezhi. Ar c'hlotennerezh eo a vez graet eus an doare da sevel klotennoù.
Skouer: teir gwerzenn gant ur glotenn.
Mab ar c'hadour a lavare
A lavare d'e dad ur beure
Marc'hegerien war-lein ar bre
Barzaz Breiz, gant Kervarker.
Klotennoù a gaver
- er c'hanaouennoù
- e testennoù lennegel 'zo ha dreist-holl e meur a seurt barzhoniezh.
Diazez ar werzaouriezh (pe ar gwerzaouiñ) eo bet ar glotenn, el lennegezh vrezhonek koulz hag e hini yezhoù ar broioù nes da Vreizh en amzerioù modern. E penn ar Grennamzer e veze dalc'het da stumm latin ha gresianek ar werzaouriezh diazezet war bepeiladur ar soniadoù hir hag ar sonioù berr. Ar varzhoniezh latin e Breizh (Marbod ha Maronad Yezekael, da skouer) a zo skouerioù an hengoun-se.
Taolenn |
Klotennerezh [kemmañ]
Barzhoniezh hep klotennoù [kemmañ]
En XXvet kantved avat ez eus bet diorroet ur varzhoniezh ha n'eo ket diazezet war ar c'hlotennoù e dibenn pep gwerzenn . Zavier Langleiz an hini a zo bet da gentañ oc'h arnodién an doare nevez-se.
Klotennerezh brezhonek a-vremañ [kemmañ]
Ur vogalenn heñvelson d'an nebeutañ a ranker klevet e dibenn div werzenn a lakaer da glotañ.
Skouer:
Ma c'halon a zo frailhet dre nerzh ma enkrezioù
Ma daoulagad entanet n'o deus mui a zaeloù.
Diazezet eo klotenn an div werzenn-mañ, gant Prosper Proux, war ar vogalenn [u].
Peurvuiañ e vez un tammig pinvidikoc'h ar glotenn, gant ur vogalenn hag ur gensonenn: da skouer e ha d. Skouer:
Ha hep dale, siwazh, e vo ar Vretoned
Henvel eus tud Bro-C'hall pe eus an Normanted.
Ral eo gwelout klotennoù diazezet war div silabenn:
Petra a c'hoarvezo? ... O Breizh ma bro garet,
Ma c'halon a zo trist ha meurbet glac'haret !
Evel a weler e gwerzennoù Proux pe re Fañch an Uhel da-c'houde, n'eo ket trawalc'h ar c'hlotennoù d'ober barzhoniezh.
Klotennerezh brezhonek kozh [kemmañ]
Er varzhoniezh kembraek koulz hag er varzhoniezh brezhonek e kaver ur boaz kozh da sevel ar c'hlotennoù a vez graet klotennoù diabarzh anezho.
Sevel gwerzioù [kemmañ]
Embannet e oa bet gant Al Liamm ul levrig anvet Diazez ar sevel gwerzioù, gant Frañsez Kervella (embannet da gentañ er gelaouenn Al Liamm).
Pennad kar [kemmañ]