Kloastr

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask

32px-Labour zo.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.

Kloastr iliz-chabistr e Santillana del Mar (Spagn)

Lodenn un iliz-veur, un iliz-chabistr, ur abati, ur gouent, ur manati hag a vez berzet da dud an diavaez eo ar c'hloastr (liester : kloastroù), da lavaret eo ar c'hlozadur bevennet gant ur voger m'emañ al leaned o vevañ ennañ. P'eo al lec'h a weler diouzhtu en ur guitaat iliz pe chapel al leandi (digoret he nev d'an holl) eo bet strishaet ar ger d'al liorzh karrez ma 'z eus un trepas toet war e bevar kostez. Eno e vez kustum d'al leaned pediñ en o unan.

Er Grenamzer ez eus bet savet kloastroù gant toennoù bolzet skorret war mogerioù ha kolonennoù hag ul liorzh en o c'hreiz. E mare an arkitektouriezh c'hotek e teuas ar c'holonennoù da vezañ moanoc'h pa yea da vezañ komplesoc'h ar rouedad mein a-us da waregoù an diardro.

[kemmañ] Istor ar c'hloastroù

En 9vet kantved, senedoù eskibien o deus lakaet da reolenn ma vo klozet al lec'h ma veve chabistroù an ilizoù-meur. Ret e oa bodañ pep lojeiz ar chalonied tro-dro d'ul liorzh nes d'an iliz-veur. Pa zlee al leaned bevañ dindan ur reolenn ha mont d'ober lidoù asambles e oa ret dezho kousket war ar memes lec'h, en un ti evit ar re bennañ hag er salioù boutin, kouskva ha predva evit ar re all. Berzet e oa d'ar verc'hed ar c'hloastr.

War ar memes patrom e voe savet al leandiez, nemet e oa daou gloastr en abatioù, unan bras, tost d'an iliz evit an holl venec'h hag unan bihan evit an abad ha pennoù an abati.

[kemmañ] Anvioù kumunioù Breizh gant kloastr enno