Kazh an Andoù
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Urzhiad : | Carnivora | ||||
| Kerentiad : | Felidae | ||||
| Genad : | Leopardus | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Leopardus jacobita Cornalia, 1865 |
|||||
|
|||||
Kazh an Andoù (Leopardus jacobita pe Oreailurus jacobita), anvet ivez kazh ar menezioù, a zo ur c'hazh gouez bihan a vev en uheldirioù an Andoù.
Taolenn |
[kemmañ] Doareoù pennañ
N'eo ket gwall anavezet kizhier an Andoù. A-vent gant ar c'hizhier doñv int met seblantout a reont brasoc'h en abeg d'o blevenn dev ha d'o lost hir. Muzuliañ a reont etre 57 ha 64 cm gant ur pouez 4 - 7 kg. Evit gwareziñ ouzh ar yenijenn o deus ur vlevenn c'hris stank gant roudennoù gell. Teñvaloc'h eo o c'hof hag o favioù. Tu a-dreñv o divskouarn a zo gris-du. Betek 4 cm e c'hell bezañ o blevennoù. Bez ez eus nav gwalenn du en-dro d'o lost.
[kemmañ] Rummatadur
Renket eo bet kazh an Andoù er genad felis met en ur genad ispisial e voe lakaet abalamour da stumm e glopenn. Ne anavezer ispesad ebet.
[kemmañ] Annez
En uheldirioù an Andoù hepken e kaver ar c'hizhier-mañ. Bevañ a reont en un endro krin e norzh Chile, gwalarn Arc'hantina, su Perou ha mervent Bolivia. Lod anezhe a voe merzet etre 3000 metr ha 5100 m e kornioù-bro roc'hek hag avelek ma ne gresk gwezenn ebet. En erc'hegi e ya, gwechoù zo, war a seblant.
Annez kazh an Andoù a zo lodennet e tachennoù bihan distag an eil ouzh eben gant traoniennoù annezet gant an dud.
[kemmañ] Emzalc'h
Ne anavezer hogozik netra diwar-benn emzalc'h kizhier an Andoù. Krignerien bihan a hemolc'h war a seblant.
[kemmañ] Gwarez
N'anavezer ket pet kazh an Andoù ez eus met moarvat n'eo ket bras-kenañ o niver. Enk eo o annez ha ne bourvez ket kalz boued. Hervez an IUCN ne ya ket o foblañs dreist 2.500 penn. War stagadenn I an CITES eo bet lakaet.