Kazh Geoffroy
Eus Wikipedia
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Urzhiad : | Carnivora | ||||
| Kerentiad : | Felidae | ||||
| Genad : | Leopardus | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Leopardus geoffroyi d'Orbigny & Gervais, 1844 |
|||||
| Statud CITES : | Amzeriad adwel dianav |
||||
|
|||||
Kazh Geoffroy (Leopardus geoffroyi) eo ar c'hazh gouez boutinañ e Suamerika. A-vent eo gant ur c'hazh-ti hag e vlevenn vrizhellek a gemm he liv hervez ar rannvroioù. Gell-melen eo en norzh tra m'eo gris er su. Muzuliañ a ra etre 45 ha 70 cm gant ul lost a 25-30 cm. Pouezañ a ra war-dro 4-6 kg.
Krignerien, glazarded hag amprevaned a chase dreist-holl, zoken ma ne ra ket fae war ar pesked hag ar raned. Un aneval-noz eo hag un darn vras eus e amzer a dremen er gwez. E gavout a reer eus Bolivia betek Patagonia, er pampa, en Andoù, hag er Gran Chaco.
Ar parezed a c'han etre unan ha tri c'hazhig goude un dougen a 72 devezh. An oad-gour a dizh goude 18 mizvezh (24 mizvezh evit ar parezed).
Isspesadoù [kemmañ]
- F. (O.) g. geoffroyi kreiz-Arc'hantina
- F. (O.) g. euxantha Norzh Arc'hantina, Bolivia
- F. (O.) g. leucobapta Patagonia
- F. (O.) g. paraguae Paraguay, gevred Brazil, Uruguay, norzh Arc'hantina
- F. (O.) g. salinarum Arc'hantina
Liammoù diavaez [kemmañ]
(en)Kazh Geoffroy