Katé-Mé

Eus Wikipedia

Katé-Mé, hag a sinifi "ganin" e gallaoueg, a zo ur strollad sonerien breizhat, awenet gant ar c'han hengounel a Vreizh Uhel lakaet war donioù rock, funk, jazz ha ragga.

Savet e voe Katé-Mé e 1995 gant Patrice Paichereau (lesanvet Pepech), gitarour, Job Défernez, soner gitar-boud ha binioù kozh, ha Philippe Janvier, biniaouer ha talabarder, dindan an anv "Strakal +". E 1996 e krogent da seniñ gant Hervé Naizin ( taboulinoù) ha diwezhatoc'h gant Mathieu Hamon (kan), ha Josick Allot (binioù, piston ha bombard).

E 1999, Sylvain Girault, aet ar maout gantañ er Bogue d'or, a gemeras plas Mathieu Hamon evel kaner. E 2001, Erwan Hamon a gemeras plas Josick Allot evel biniaouer ha talabarder (Philippe a sone gant ar biniou pa'z edo Erwan ouzh ar vombard).

N'eo ket bet klevet ar strollad abaoe 2010.

Sonerien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

bet er Strollad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un nebeud pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un nebeud sonadegoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Katé-Mé, l'esthétique de l'hymen aux terres, Jean-Jacques Boidron, Trad Magazine, Nr. 109, Gwengolo-Here 2006

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]