Kaozeal:Pint an hanternoz

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia
  1. Pinson du nord (Fringilla montifringilla) : pint an hanternoz. Martial Ménard, Dictionnaire français-breton, Éditions Palantines, 2012, pajenn 1025b.
  2. pinson du Nord | pint penn du | g. | pinted penn du | Fringilla montifringilla (étudié). TermOfis Ofis Publik ar Brezhoneg.

--Prieladkozh (kaozeal) 22 Eos 2017 da 12:02 (UTC)[respont]

FRINGILLIDÆ
A. Fringillidæ
[...]
●Fringilla montifringilla: Pint penn du
Graet e veze “Pint an hanternoz” anezhañ abaoe LBMZ (1985) ha ne'm boa netra da damall outañ,
petra bennak ma vije bet gwell ganin “Pint an taiga”, a-dra-sur, peogwir ez eo eno, e taiga Eurazia
e vez o sevel e neizh, ha n'eo ket en un “norzh” diresis (kv. Gl. “Pinson des Ardennes” gwezhall!).
Pêrig Herbert, Anvioù laboused Europa, pennad 14 (eus ar Remizidæ betek ar Fringillidæ), hor Yezh, niverenn 224 - goañv 2000, pajenn 14.--2A01:CB08:8BB7:F100:4DBD:EBDB:47D0:1BE8 28 Gen 2022 da 16:39 (UTC)[respont]

Nemet ez eo war aodoù Norvegia en e gaver a-hed an amzer, mard eo mat ar gartenn.
Negu-txonta, "pint ar goañv" en euskareg, ar pezh a zo reizh a-walc'h e-keñver an annezva.
Pint penn du a hañval ganin bout peuznes hepken, an holl Fringilla montifringilla n'eo ket du o fenn, na pell alese (hini ar pennad, da skouer) ; unan heñvel-poch ouzh skeudenn ar pennad a zeu abaoe deroù ar sizhun-mañ da bigosat ar greun a lakaan dirak ma zi, e Bro-C'hlazik... an Norzh !
Ar pezh a c'heller ober eo postañ ur bajenn [Pint penn du] a gasfe d'ur pennad [Fringilla montifringilla], ha kas [Pint an hanternoz] d'an anv skiantel ivez. 2A01:CB08:890E:C600:48ED:204D:4861:F581 28 Gen 2022 da 20:46 (UTC)[respont]
Poellek 'hañval bezañ, ya.--2A01:CB08:8BB7:F100:ED3C:176F:ADCC:6BD1 29 Gen 2022 da 11:05 (UTC)[respont]

Salud deoc'h holl,

Ur pint Fringilla montifringilla zo du-mañ er mare-mañ, setu-eñ nijet betek Wikipedia.
Unan hepken, nijad ebet. Ouzh taol gant tri meleneg (dirak) ha daou bint (a-drek) ;
ne vez ket direnket gant ar mouilc'hi pe an turzhunelled.
Kontadeg evned an 29 a viz Genver 2022, 13:30-14:30
Anthus pratensis 1 Garrulus glandarius 2
Chloris chloris 4 Parus major 7
Coloeus monedula 2 Pica pica 1
Columba livia livia 2 Pyrrhula pyrrhula 4
Cyanistes caeruleus 4 Streptopelia decaocto 2
Erithacus rubecula 2 Sturnus vulgaris 1
Fringilla coelebs 10 Turdus merula 3
Fringilla montifringilla 1 Σ = 46

Eus ar c'hentañ 'vat !--2A01:CB08:8BB7:F100:80C4:D47:4531:9C8E 30 Gen 2022 da 16:55 (UTC)[respont]